22
Jun
2013

Bodadeg en Landreger : “Mann da lâret !”

Ur pemzek stourmer bennaket a oa deuet da harpañ an den deus Ai’ta! galvet hirie e archerdi Landreger, da heul klemm ti-kêr Plougouskant abalamour da begsunioù “E brezhoneg!” peget ouzh panelloù ar gumun.

bodadeg Landreger

War-dro tri c’hard eur eo bet goulennataet an den gant an archerien. “Mann da lâret !” en deus respontet seul daol. Gant prokulor ar republik e vo dibabet hag-eñ ‘vo kaset an afer-se pelloc’h bremañ. Ul lizher a zo bet kaset gant Ai’ta! da Roger Kermabrun, maer Plougouskant, ha d’e skipailh evit displegañ pegen treut eo ar plas roet d’hor yezh eno… gant ma ‘z ay an traoù war-raok !

lizher da di-kêr Plougouskant – Even 2013

«
»

Comments are closed.