19
Jun
2013

Bodadeg skoazell Ai’ta! disadorn en Landreger

Ti-kêr Plougouskant en deus savet klemm a-enep Ai’ta ! abalamour da begsunioù “E brezhoneg !” peget ouzh panelloù divrezhonek ar gumun.

Pegsun 2012Archerien Landreger o deus galvet ur stourmer deus Ai’ta ! d’ar sadorn 22 a viz Even evit ma vo goulennataet da geñver an enklask kaset gante.

Pediñ a ra Ai’ta ! an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg hag e dazont d’en em gavout dirak archerdi Landreger, 6 straed ar Minic’hi, diasadorn adalek 2 eur 15 goude kreisteiz, evit skoazelliñ an den galvet koulz ha diskwel o youl da welet hor yezh e pep lec’h e rvuhez foran, en Plougouskant evel e-barzh lec’h all.

«
»

Comments are closed.