18
Jun
2013

Brezhoneg en Lannuon : ma n’a ket war-raok ez a war-gil !

Strollad Ai’ta ! Treger a fell dezhañ kas e wellañ gourc’hemennoù da skipailh ti-kêr Lannuon abalamour d’an dibab graet gantañ evit ‘pezh a sell deus ar brezhoneg. Seizh vloaz goude bezañ dibabet labourat evit tapet live 2 ar garta « Ya d’ar brezhoneg ! » o deus choazet hon pennoù bras ha kalonek ober ur pezh lamm war-raok… o sinañ adarre live 2 ar garta !

OLYMPUS DIGITAL CAMERA

Ober a ra vat gwelet emañ an dilennidi war ar memes linenn, deus penn uhelañ ar Stad betek an traoñ, ha pa vefent deus an tu kleiz pe deus an tu dehou ! Brav eo gwelet anezhe tout o terc’hel d’o ger hag o poaniañ evel ma reont evit reiñ un dazont d’hor yezhoù ha sevenadurioù minorel. Marteze n’eo ket dav mont ken founnus all memestra ! Dreistordinal eo bet komzoù an aotrou Denis Orjol (Parti de Gauche) ivez p’en deus pouezet war ar fed emañ hor yezh e-maez al lezenn. Deuet eo gantañ avat ! Kredapl en deus ankouaet lâret ivez n’he deus mann d’ober en Lannuon, rakar amañ ne vez ket komzet brezhoneg, ha n’eo ket bet graet a-holl viskoazh !

Laouen-bras eo Ai’ta ! gant ar c’heloioù-mañ eta. Pell ‘zo n’hon devoa ket bet tu d’ober un tamm tro en Lannuon, ha hir e kavemp an amzer. Diaes eo dimp profitan deus an amzer vrav, anat deoc’h, ha ne oaromp ket ken petra ober ! Setu, trugarez vras da skipailh an ti-kêr evit bezañ soñjet ennomp ‘ta, ha kenavo… a-benn nebeut !

«
»

Comments are closed.