A-benn dilun e teuio prezidant ar Stad C’hall d’an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamarad Jean-Yves.
Ar wech diwezhañ e oa deuet d’an Oriant e miz Ebrel 2012 da vare eil tro an dilennadegoù. An danvez prezidant François Hollande en doa prometet war ar groaz e vefe peursinet karta Europa ar yezhoù minorel. Ha kerkent hag aet e-barzh… ankouaet e c’her gantañ !
Trawalc’h a zismegañs : goulennomp groñs ma vo doujet ouzh hor yezh hag ouzh an dud a ra ganti ! Ai’ta! a ginnig deoc’h kemer perzh dilun en “Obererezh 56“, un oberenn simpl hag aes evit an holl. Disul d’abardaez e vo roet muioc’h a zisplegadurioù deoc’h (aita.bzh)…
Chomit war evezh eta, ha KASIT AR C’HELOÙ-MAÑ TRO-DRO DEOC’H !
Setu amañ titouroù diwar-benn an Obererezh 56 : Hollande dalc’h soñj !