Ai’ta! zo bet pedet gant aozerien ar Gouel Mamm Douar hag a vo dalc’het e Sant Nolf d’ar sadorn 29 a viz Even. Trugarez neuze da Ingalañ (marc’had reizh) da reiñ ur blas deomp war an tachenn hag evit ar souten a gasont d’hor yezh. Ha piv oar, marteze e tremeno Manu Chao dre hor stand-ni ?
Ar stand vo dalc’het etre 2e goude merenn hag hanternoz. Deuit d’hor gwelet, ha da brenañ ar pegsunioù nevez o paouez tont maez !