30
Jun
2013

Obererezh 56 : Hollande, dalc’h soñj !

A-benn warc’hoazh, 1añ a viz Gouere, e teuio prezidant ar Stad C’hall d’an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamalad Jean-Yves. Ar wech diwezhañ e oa deuet d’an Oriant e miz Ebrel 2012 da vare eil tro an dilennadegoù. An danvez prezidant François Hollande en doa prometet war ar groaz e vefe peurwiriekaet karta Europa ar yezhoù minorel. Ha kerkent hag aet e-barzh… ankouaet e c’her gantañ !

Degas a reomp da soñj e oa bet raktreset gant ar Stad c’hall peurwiriekaat an 39 foent bet choazet diwar an 98 pa oa bet sinet d’ar 7 a viz Mae 1999. E 2013 e c’hortozomp c’hoazh !

Ni, brezhonegerien ha/pe mignoned ar brezhoneg, a c’houlenn groñs e vefe anavezet hor yezh ha doujet ar re a gomz anezhi ! Ret eo da François Hollande ha d’e c’houarnamant derc’hel d’ar bromesa niv. 56 bet graet e-kerzh an dilennadegoù.

Ma gav deoc’h ivez e rank ar stad C’hall doujañ ouzh ar brezhoneg hag ouzh ar Vretoned, ma gav deoc’h ivez e ranker peurwiriekaat karta ar yezhoù minorelaet, roit ho mouezh da glevet adalek warc’hoazh mintin !

C’hwi eo a gaso an obererezh 56 da benn ! Lavarit da servijoù ar stad n’oc’h ket laouen, goulennit kontoù digant Hollande keit ma vo o pourmen e galite en Oriant, degasit soñj deus ar pezh en doa embannet aze warlene. Tout an dud a c’hell en ober : n’eo ket diaes ha ne gemero ket ouzhpenn 5 munut deoc’h ! Bezomp niverus-tre o plantañ reuz e servijoù ar Stad ! Taolit evezh memestra, grit trouz met gwelloc’h eo chom hegarat…

***

ADALEK DILUN, D’AR 1AÑ A VIZ GOUERE, DA 9E hag an devezh-pad :

KEMERIT PERZH :  PELLGOMZIT, SKRIVIT POSTELIOU, IMPLIJIT AR PELLEIER

Nadjad Boubakeur, e karg eus ar c’hehentiñ evit François Hollande : 06 72 71 40 53
Arnaud Hellégouarch : 02 97 54 87 03 ha 06 71 07 42 57
Sylvie Morisseau : 02 97 54 87 23 ha 06 03 70 60 57
Niverenn hezoug ar servij kehentiñ : 06 71 07 42 57
Pelleier : 02 97 42 59 45
Postel : mailto:pref-communication@morbihan.gouv.fr
Niverenn ar prefeti : 02 97 54 84 00

 

Heulhiit an oberenn war lec’hienn Ai’ta ! (aita.bzh), gellout a rafe cheñch an niverennoù e-kerzh an devezh. Bezit war evezh eta, ha SKIGNIT AR C’HELOU-MAÑ TRO-DRO DEOC’H, goulennit gant ho kamaraded hag ho familh kemer perzh ivez…

Ha gellout a rit kelaouiñ ac’hanomp deus an doare ma vezo degemeret hoc’h evezhiadennoù oc’h embann ur gerig amañ dindan, pe o kas ur postel deomp : contact@aita.bzh

«
»

Comments are closed.