10
Jun
2013

Panellerezh hentoù-belo ar Mor-Bihan kempennet get Ai’ta!

dirak sez departamant ar Mor-Bihan

dirak sez departamant ar Mor-Bihan

D’ar Sadorn 8 a viz Mezheven mintin e oa aozet un oberenn get Ai’ta Bro Gwened. Divontet eo bet panelloù belo nann divyezhek get stourmerion Ai’ta ! ha staget doc’h porzhrastell departamant ar Mor-Bihan.

Daoust e vez staliet panelloù hentoù-belo divyezhek get kumunioù àr an oad èl Lokmaria-Kaer pe An Oriant e kendalc’h an departamant da staliiñ panelloù unyezhek àr an hentoù belo m’emañ kiriek àrne. Kemeret eo bet seurt diviz da lakaat panelloù unyezhek hepken àr an hentoù belo an departamant e miz  2006 ha kadarnaet eo bet e 2010 koulskoude estreget al lodenn etre Gwiskri ha Gourin a-benn ma chomo divyezhek penn da benn hentoù belo Penn ar Bed …Nevez zo eo bet kemeret an diviz gert kuzul departamant Aodoù an Arvor staliiñ panelloù divyezhek àr e hentoù belo…

Emañ ar Mor-bihan an departamenat diwezhañ é nac’hiñ ur plas d’ar brezhoneg àr hentoù belo e kornôg ar Vro bremañ. Goulenn a ramp groñs e vo lakaet e pleustr ur brastres panellerezh kempoell àr an holl lodennoù : panelloù hent, belo, bale, glad, touristel, armerzhel….Dre vras e pedomp departamant ar Mor-Bihan da vonet pelloc’h en ur lakaat e pleustr ur gwir politikerezh yezh dre :

  • Un Agenda 21 ma vo kemeret e kont plas ar brezhoneg e domanioù labour estreget ar sevenadur get servijoù an departamant hag evit e goskor,
  • Staliiñ panelloù divyezhek diabarzh ha diavez àr lec’hioù pe gwarezvaoù naturel, savadurioù glad, m’emañ perc’henn anezhe an departamant, met ivez àr e savadurioù publik, porzhioù-bageal  pe porzhioù-lestriñ àr-zu an inizi
  • Alioù ha skoazell argant an departamant evit ar strolladoù lec’hel é kemer e karg ar brezhoneg  (bonniñ àr an hentoù, panellerezh divyezhek bihan èl panelloù hent evit ar c’humunioù, panelloù dirak ar savadurioù publik, plakennoù straed, panelloù touristelezh pe glad, panellerezh armerzhel àr an takadoù  labourerezh..).
  • Lakaat àr-sav kentelioù tañva d’ar yezh (brezhoneg pe gallaoueg) er skolioù kentañ derez evit ar skolidi n’int ket en un hentenn divyezhek èl ma vez graet get Kuzul departamant Penn-ar-Bed ha sevel koulzadoù èl hani  “Klaskerion soñjoù » kaset da benn get departamant Penn-ar-Bed evit broudiñ an darempredoù etre remziadoù e brezhoneg etre ar vrezhonegerion a-vihanig hag ar re yaouank é teskiñ brezhoneg en hentennoù divyezhek.skoazelliñ diorren an obererezhioù sevenadurel ha dudi evit ar vugale hag ar grennarded,
  • Harpiñ krouiñ magourioù divyezhek get kevredigezhioù bodet get ar rouedad « Divskouarn »
  • Kas àr-raok ar brezhoneg e manifestadegoù skoazellet kalz get an departamant èl « Sizhun ar Mor Bihan »
«
»

Comments are closed.