13
Jun
2013

Raktres chadenn tele divyezhek publik e Breizh : selaouerezh Ai’ta! er rannvro

Goude ar chadennadoù-tud bet aozet e Breizh e miz C’hwevrer ha goude bezañ pignet war toenn ar rannvro, eo bet degemeret ar strollad Ai’ta! gant rannvro Breizh d’ar yaou 13 a viz Even.

skinwelerGant raktres lezenn an digreizennañ o tont war-wel eo bet divizet gant rannvro Breizh kemer perzh en diviz. Ul labour a vez kaset da-benn eta war ar skinwel e Breizh gant bodad an digreizennañ. Goude ma vefe bet selaouet ouzh labourerien an dachenn-se (France 3 Breizh, sindikadoù, chadennoù lec’hel…) e c’houlenne groñs Ai’ta! bezañ degemeret evel mouezh darn ar vrezhonegerien.

E-pad ar selaouerezh eo bet adlavaret gant stourmerien ar strollad orañjez pegen treut e oa plas ar brezhoneg e bed ar c’hleweled. Ha pa vez traoù n’eo ket anat atav d’e gavout, rannet ma ‘z eo etre France 3, ar chadennoù lec’hel, Brezhoweb…

An dilennidi o deus lavaret da dud Ai’ta! e oant gant ar soñj kenderc’hel da labourat start evit gellout arnodiñ traoù gant raktres an digreizennañ, ar skinwel o vezañ unan eus o c’hoantoù.

Mallus eo gwelet ur wir chadenn skinwel o tont war-wel e Breizh, ur media (skinwel, skingomz, internet…) a rofe ur plas a-feson d’ar brezhoneg ha n’eo bruzunoù ken, trawalc’h a zismegañs !

Amañ e kavoc’h an teul bet kinniget gant ar stollad e-pad ar selaouerezh

«
»

Comments are closed.