Kontant eo Ai’ta! da gemer perzh ur wech c’hoazh da Gouel An Erer Kozh. Bihanoc’h ‘vo plas ar strollad ar bloaz-mañ avat. Met memestra, kinniget eo bet d’an aozerien ur mod nevez d’ober : ne vo stand ebet ken, met 3 den o pourmen er gouel da rein kentelioù brezhoneg d’ar re o do c’hoant. Heuliit banniel ha t-chirtoù oranjez Ai’ta! deus ar Gwener d’ar sul.
Dipitet oa bet ar strollad Ai’ta! o c’houzout ne vefe stand ebet ken ar bloaz-mañ setu ma oa bet kinniget an obererezh-se. Bloaz o tont memestra, vo dalc’het en dro ur stand, hag an Erer Kozh n’eus roet emgav d’ar strollad en distro skol evit sevel un emvod war tem implij ar brezhoneg er gouel ! Chom hep mont war raok, zo mont war gil ‘at !!
Bevet ar brezhoneg en Erer Kozh, deuit da flapiñ flapañ ganeomp. Ma welit ‘c’hanomp, deuit da lâr bonjour dimp, roit c’hoant d’ho kamaraded da gaout un tañva d’ar yezh !
Plijadur vo bepred !
Ken voc’h gwelet !