Ar wech kentañ a oa da Ai’ta ! bezañ degemeret e festival Kraozon. Ur skipailhig daou zen en deus labouret a youl vat evit brezhonekaat panellerezh ar gouel. Ha labour ‘zo forzh pegement pa ouier ez eus ouzhpenn 3 000 panell war dachenn Landaoudeg ha tro-war-dro, an holl anezhe livet gant an dorn ! Setu evit ar bloaz ‘zo bet savet ha staliet un 40 panell bennak e brezhoneg pe e meur a yezh, gant ar spi int bet gwelet ha gwelet mat.
Plijout a rafe da Ai’ta ! derc’hel da labourat gant tud Penn ar Bed a-benn 2014 hag o sikour da gas yezh ar vro war-raok, dre skrid met ivez dre gomz, o kinnig abadennouigoù tañva brezhoneg pe o sevel badjoù a-ratozh evit ar vrezhonegerien, evel m’hon eus graet e gouelioù all c’hoazh…