21
Aug
2013

Brezhoneg e ti touristed Plistin !

E miz Genver en doa skrivet Ai’ta ! Treger da dilennidi Lannuon Treger Tolpad Kêrioù evit sachañ o evezh war ar fed e oa boulc’het labourioù ti an douristed e Plistin hep na vefe kemeret e kont yezh ar vro.

GEDSC DIGITAL CAMERA

Goude bezañ kejet deus Joël Le Jeune, prezidant LTTK, hon eus gwelet ti touristed Plistin digoret war an ton bras e-kerzh an hañv… ha brezhoneg ennañ, evel ma oa bet prometet dimp ! Panelloù en teir yezh ouzh talbenn an ti hag en div yezh par-ouzh-par en diabarzh.

DSC_0262

Disoc’h labour Ai’ta! e ti touristed Plistin

N’eo ket achu an traoù evit kelo-se, rak traoù a-bouez a chom da c’hounit c’hoazh, evel ar gwir da vezañ degemeret e brezhoneg. badj 1E ti an douristed e vez implijet tud barrek war ar yezhoù, hag un tamm badj a vez staget ouzh o bruched evit diskwel d’an holl peseurt reoù int gouest da gomz. Tuta brezhonegerien ha stummañ an implijidi war ar brezhoneg a zo voaian d’ober ivez !

Evit derc’hel da vont war-raok, n’ankouait ket “skol-veur hañv Ai’ta !“ a vo dalc’het e Rostrenn disadorn ha disul, ha digor d’an holl. Seul vuioc’h a dud, seul efedusoc’h a vefomp ! Evit lakaat hoc’h anv ha kaout an holl ditouroù resis : contact@aita.bzh

«
»

Comments are closed.