11
Aug
2013

Kemerit perzh e “skol-veur hañv” Ai’ta!

Evel kalz a strolladoù e kinnig deoc’h Ai’ta! kemer perzh en e “skol-veur hañv” : daou zevezh evit eskemm, kaout plijadur asambles ha prientiñ un tamm ar pezh a vo graet er mizioù da zont…

D’ar sadorn 24 ha d’ar sul 25 a viz Eost e Rostrenn

War ar stern e vo lakaet, e-mesk traoù all :
– strategiezh kehentiñ ha stummañ ar strollad “penaos bezañ efedusoc’h ha tizhout muioc’h a dud ?
– an oberennoù bras a vo er mizioù da zont
– deiz-ha-bloaz Ai’ta! (lidet e vo 10 vloaz ar strollad e 2015)

ha diouzh an noz e c’hello an dud a fell dezho mont da Festival Fisel Rostrenn !

Digoust eo ha digor d’an holl, kozh ha yaouank, brezhonegerien pe pas…
Evit titouroù pe lakaat hoc’h anv, kasit ur postel da : contact@aita.bzh

Skipailh Ai’ta!

«
»

Comments are closed.