29
Aug
2013

Skol-veur Ai’ta ! e Rostrenn : eskemmoù, sonerezh ha paledoù !

Setu disoc’h emgav Ai’ta ! e Rostrenn. Un ugent bennaket a dud o deus kemeret perzh en daou zevezh « skol-veur », ha plijadur ‘zo bet hardi-piti !

Frouezhus eo bet an eskemmoù ivez, rak gallet hon eus sevel steuñv ar bloavezh stourm da zont. Hep diskuliañ pep tra e c’hallomp lavaret e vo savet dizale ur gevredigezh skoazell a servijo da harpañ ar stourmerien. Emgavioù a-bouez a vo ivez war dachenn Ar Post hag an SNCF, ha chom a rimp war evezh eta. Met diwar-vremañ e klaskimp heñchañ hon oberennoù muioc’h-mui sa ar strollegezhioù lec’hel, rak gante emañ ar galloud da gas kalzig a draoù war-raok er vuhez pemdez : panellerezh, stummañ implijidi, diorren kreizennoù dudi ha skolioù… Un oberenn da geñver an dilennadegoù ti-kêr a zo war sevel just a-walc’h, ha kaset e vo keloioù d’an dud buan rak ezhomm a vo skoazell ar brasañ niver, aes-tre ‘vo d’an holl kemer perzh. Un draig diwezhañ evit ar program da zont : ur souezhadenn vras a vo a-raok en nevez-hañv 2014 !

bodadeg Rostrenn 1

Klozet eo bet an dibenn-sizhun en ur mod ispisial, dre ma oa pedet unan ac’hanomp d’en em gavout e archerdi Rostrenn… evit ur c’hlemm savet gant kumun Rosko ! Hervez kont e vefe kavet roud deus pegsunioù Ai’ta ! du-hont, hag ar gumun (hag he deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg) n’he deus kavet netra gwelloc’h nemet gervel an archerien. Souezhusañ tra, n’eo ket pegsunioù orañjez a oa e teuliad an archerien, met pegsunioù triliv peget e Rosko ivez… ha paotred Mari-Robin da c’houlenn hag-eñ ne oamp ket kaoz deus ar reoù-se. Biskoazh kement all ! Setu un istor fentus en deus graet dimp c’hoarzhin bepred :)

Triliv - Banniell gall

«
»

Comments are closed.