Un den zo bet galvet gant archerien Rostrenn disul, 25 a viz Eost, da 3 eur, evit bezañ goulennataet da heul ur c’hlemm savet a-enep ar strollad hag a stourm evit ar brezhoneg.
C’hoarvezout a ra ar c’halvadenn-mañ dres d’ar poent ma oa tud Ai’ta war-nes en em vodañ e Rostrenn evit prientiñ o oberennoù da zont.
Da c’hortoz gouzout hiroc’h diwar-benn abegoù ar c’halvadenn-mañ e ped Ai’ta! an holl dud a sav a-du gant e stourm d’en em vodañ dirak archerdi Rostrenn disul adalek 2 eur 45.