War an ton bras e vez lidet 150 vloaz tier-gar Kemper ha Gwengamp ar miz-mañ. Tud Ai’ta ! a fell dezhe lâret o ger diwar-benn tout an trouzioù a zo graet tro-dro an dra-se ha degas da soñj n’eo ket bet degemeret ar brezhoneg en tier-gar c’hoazh, daoust d’ar goulennoù stank a zo bet. N’eus ket tu da lenn, da glevet na da gomz hor yezh neblec’h ebet eno : na war ar panelloù, nag er mekanikoù (hag a ginnig ober gant meur a yezh koulskoude) na gant an implijidi kennebeut all.
Chomet eo sac’het an SNCF en XIXvet kantved evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorel hag an dud a ra gante, ha dilañs bras-spontus he deus tapet da geñver ar pezh a vez graet er broioù tro-dro dimp, e-lec’h ma zo voaien da vezañ servijet e div pe deir yezh a-wechoù ! Goulenn groñs a ra Ai’ta ! gant an SNCF, RFF hag an dilennidi cheñch penn d’ar vazh prim-ha-prim ha talvoudekaat ar brezhoneg, a live gant ar galleg, en ti-gar liesvod a zo war sevel e Gwengamp, e Kemper koulz hag en holl dier-gar en Breizh.