15
Sep
2013

Distro Ai’ta ! : oberenn “divyezhekaat” ur bus a dolpad kêrioù Gwened

Un oberenn arouezel “brezhonekaat” ur bus ag ar rouedad tolpad kêrioù Gwened zo bet aozet get kevrenn Ai’ta ! Bro Gwened.

Sinet e oa bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » a-benn broudiñ impli ar brezhoneg er vuhez foran get Ofis Publik ar Brezhoneg e miz Gwenholo 2010.

7 obererezh a oa rakwelet a-benn tapout live 1 ar garta (4 live zo enni) e-kerzh 2 vlezad. Met goude 3 blez n’eo ket bet graet kazi netra…

Gwashañ tra eo bet kemeret divizoù get kumuniezh tolpad kêrioù Gwened a-enep d’ar brezhoneg. E dibenn 2012 eo bet nac’het ur skozell argant dister evit ur vagouri e brezhoneg « Babigoù Breizh » (preniñ un nebeut plasoù a-benn digoriñ un eil vagouri divyezhek e Gwened) get rener e-karg ar sevenadur hag e vez-prezidant.

E Miz Gwenholo 2012 e oa bet adkempennet rouedad busoù (unan ag he barregezhioù kentañ an aglo..) dre ijiniñ ur panellerezh nevez disoñjet ar paourkaezh brezhoneg get an tolpad kêrioù… (daoust e oa meneget en emglev e vehe savet ur panellerezh divyezhek bep tro ma vehe lakaet re nevez.)

Kaset eo da benn un oberenn arouezel : divyezhekaat ur bus nevez-flamm ag ar remziad nevez get sistemoù gwelet ha klevet arsavoù-bus .

3 blez goude bet sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg eo bet « lidet » get Ai’ta ! an deiz ha blez-mañ.

Dre an oberenn-se, get an dilennadegoù ti-kêr é tostaat, hon doa c’hoant da sachiñ evezh an dud diàr komzoù ha promesaoù toull ur gumuniezh tolpad kêrioù ne zouj ket he engouestloù…

Pedet ‘oa bet Nelly Fruchard, maerez Pleskob, hag he deus labouret evit ober ma vo sinet ar garta gant Tolpad kêrioù Gwened. Asantet he deus dont evit diskouez e oa kengred gant ar goulennoù bet lakaet en a-raok gant Ai’ta!

Taolit ur sell ouzh an trakt bet roet da geñver an oberenn-mañ, hag ouzh ur video bet savet diwar-benn an abadenn :


Ai’ta! – Brezhonekaat ur bus Kicéo e Gwened par ai-ta-bro-leon

D’ar yaou 26 a viz Gwengolo eo distroet Ai’ta! war an dachenn da geñver kuzul-kumuniezh tolpad kêrioù Gwened. A-raok ma krogas an emvod e kelc’hva Yves Coppens war kampus Tohanig e Gwened, en em gavas un nebeut stourmerien eus Ai’ta! da reiñ trakt an oberenn d’an holl dud o vont e-barzh.

«
»

Comments are closed.