Ar strollad Ai’ta!, hag a stourm gant doareoù difeulz evit difenn ha brudañ ar brezhoneg er vuhez foran, a aoz un emvod foran e Roazhon d’ar merc’her 9 a viz Here da 8e noz en davarn “La cour des miracles” (18, straed Penhoet).
An degouezh-mañ a servijo d’an dud da anavezout gwelloc’h ar strollad, an oberennoù a vez kaset da benn, ar mont en-dro… Digor eo an emvod d’an holl (yaouank pe kozh, brezhoneger pe get…), hag un darvoud plijus, troet war an eskemmoù, e vo. Goude bezañ kinniget ar strollad berr-ha-berr e vo lakaet ar gaoz gant stourmerien ar strollad war oberennoù dremenet o tiskouez un nebeut poltriji ha videoioù. Plas a vo evel-just evit sevel goulennoù, hag eskemm tro-dro d’ur werennad punch.
E dibenn an emvod e vo lakaet ar gaoz, gant an dud dedennet, war tachennoù stourm Ai’ta! e Roazhon ha war un oberenn gentañ da aozañ er sizhunvezhioù da zont…
Muioc’h a ditouroù : ai.ta.roazhon@gmail.com