06
Oct
2013

Lid-digeriñ kampus Tohanig, Skol-veur Kreistez Breizh e Gwened…

Lidet e oa bet d’ar gwener 4 a viz Here, get dilennidi ar c’horn-vro, digoridigezh savadur nevez Kampus Tohanig a roy bod da Gevrenn ar Gwir , ar Skiantoù Armerzhel hag ar Merañ hag ivez d’an Ensavadur Stummiñ àr ar Prederioù Klañdiour.

Staliet e oa bet ivez ur panellerezh nevez-flamm UNYEZHEK er c’hampus a-bezh. Un dra souezhus ha diboelle penn da benn : skrivet e oa  ar gouviadenn e div yezh galleg  ha brezhoneg  evit lid-digoriñ ur c’hampus unyezhek …

Kaset hon doa ul lizher (staget amañ)  d’ar renerezh Skol-Veur Kreistez Breizh e Miz Mezheven evit diorren ar brezhoneg er skol-veur  (Gwened hag An Oriant) ha goulenn un emgav. Chomet e oa direspont hon lizher ha skarzhet eo bet an option « brezhoneg » en Oriant get renerezh en USE en distro-skol-mañ….

Profitet en deus Ai’ta ! ag an darvoud-mañ evit lidiñ ni ivez ar panellerezh nevez-se e div yezh ar wezh-mañ….

Panellerezh holl-c'hallek kampus Tohanig (gant pegsunioù Ai'ta!)

«
»

Comments are closed.