Pa gejo Ai’ta ! gant renerez Dileuriadur ar Post evit rannvro Breizh e vanko d’ar strollad kaout diganti engouestloù sklaer hag araokadennoù fetis evit ma kresko buan plas ar brezhoneg er Post !
An itron Anne Nicolas, renerez Dileuriadur ar Post evit rannvro Breizh, a zegemero dileuridi eus Ai’ta ! Breizh, e Roazhon, d’an 12 a viz Kerdu ; e-kerzh an emgav e c’houlenno groñs Ai’ta ! ganti ma vo kaset an divyezhegezh war-raok gant ar Post en e vurevioù e Breizh, e-giz ma vez graet gantañ e Korsika hag e Bro-Elzas er mare-mañ.
Da reiñ lañs d’ar raktres divyezekaat en tier-post er Broioù diwezhañ-se zo bet sinet emglevioù ; unan en Elzas etre ar Post an OLCA* -Ofis evit ar yezh ha sevenadur Elzas-, d’an 11 a viz Meurzh 2013, hag unan all e Korsika, etre Ar Post ha « Strollelezh Tiriadel Korsika », d’ar 15 a viz Mae 2013. Strollad Ai’ta ! a c’houlenno start gant Post rannvro Breizh sinañ un emglev peurheñvel gant Ofis Publik ar Brezhoneg evit-ma vo graet, buan, war-dro ar raktres divyezhekaat ar burevioù-post en hor Bro en un doare efedus.
Hiziv-an-deiz n’eus nemet daou vurev-post, unan e Karaez hag unan all e Pont-’n-Abad, a zo « divyezhek » e Breizh, ha c’hoazh gant un nebeud panelloù divyezhek enne, ur banell-diavez skrivet Ti-post warni, ha jiletennoù divyezhek evit an implidi ; evit Ai’ta ! vo dav gwellaat plas ar brezhoneg er burevioù-post-se hag evel-just divyezhekaat, hepdale, burevioù-post all e Breizh.
Ne vo ket dibourvez izili Ai’ta ! p’en em gavint gant an itron Anne Nicolas e Roazhon ; peogwir vo gante ouzhpenn 20 lizher bet kaset d’ar Post gant maered tier-kêr eus Breizh. El lizheroù-se e c’houlont kaout, hepdale, burevioù-post divyezhek en o c’hêr pe e bourkoù o c’humun, kement-se diwar-skouer burevioù-post divyezhek Pont-‘n-Abad ha Karaez. Burev-post divyezhek Karaez oa bet an hini kentañ bet digoret e Breizh, e miz Du 2012.
Hag ouzhpenn-se e vo e-ser tud Ai’ta ! un niver bras a lizheroù bet kaset d’ar Post gant senedourien ha deputeed eus Breizh ; el lizheroù-se a savont a-du gant goulennoù ar strollad Ai’ta hag e c’houlont digant ar Post seveniñ anezhe.
Laouen eo strolladoù lec’hel Ai’ta! o c’houzout ez eus maered a bep seurt hag a bep lec’h a c’houlenn gant ar Post ma vo divyezhekaet o burevioù-post :
- Kreiz Breizh (Langoned, Rostrenn, Kastell-Nevez-ar-Faou)
- Bro-Wened (Henbont, Pleskob)
- Bro Dreger (Plouared, Penwenan, Gwengamp)
- Bro Gerne (Rieg, Tregon, Douanenez, Molan, Kemperle)
- Bro-Leon (Ar Releg-Kerhuon, Kerlouan, Konk-Leon, Lanniliz, Landeda, Lok-Maria Plouzane, Plougerne, Plourin-Montroulez, Sant-Martin-war-ar-maez)
Da heul goulennoù an dilennidi ne vo ket Ai’ta ! evit degemer ne vefe ket roet buan e blas d’ar brezhoneg e burevioù-post ar c’humunioù-se, da vihanañ.
Ha krediñ a ra gant Ai’ta ! e vo kumunioù all a ziskouezo int tomm ouzh ar brezhoneg en ur c’houlenn ma vo roet d’hor yezh ar plas reizh zo da gaout ganti en o burevioù-post.