20
Nov
2013

Lez-varn galv Roazhon : ur prosez nerzhus evit hor yezh !

D’al lun 18 a viz Du 2013 oa barnet unan ac’hanomp, Padrig, stourmer eus Ai’ta !. E lez-varn galv Roazhon oa glavet. Rebechet oa dezhañ bout lakaet pegsunioù « E brezhoneg ! – Ai’ta ! » war panelloù divrezhoneg e gornad vro. Barnet oa bet ur wech kentañ da 7500 € hep tro dezhañ d’em zifenn.

Soñj Ai’ta ! war an afer

Goût rit mat penaos eo bet sabatuet ar strollad o c’hoût krizder ar varnadenn gentañ. Dirak kement a zismegañ evit hor yezh hag ar gwask ‘bominabl lakaet war unan ac’hanomp ne c’hellemp ket chom hep skeiñ kreñv war ar c’humunioù (Foen, Forest Foen, ha Benoded !! Ya ya, Benoded, desket hon eus se el lez-varn. Christian Pennanech zo Maer du hont…n’o deus ket goulennet digollioù) pe kuzul Meur Penn Ar Bed hag o doa savet klemm.

Diwar benn obererezh hor stourmer : Ai’ta ! a c’halv an holl d’ober egiztañ :pegañ pegsunioù « E Brezhoneg ! » war ar panelloù divrezhoneg, ha war kement tachenn lec’h ma vez nac’het hor yezh evit meur a abeg :

  • Ar brezhoneg zo yezh hor bro,
  • Doujañs a c’houlennomp evit hor sevenadur, hag ezhomm hon eus diskouez hor yezh evit reiñ ur statud stabil hag ofisiel dezhi,
  • Un den a gomz brezhoneg a zo « taget » bewech ma well ur banell divrezhoneg ha n’eo ket ar banell a zo taget ganeomp ! Ni zo tud, ur panell n’eo ket met un tamm houarnaj !
  • Un afer lezenn etrevroadel eo : doujañs d’al liested sevenadurel a c’houlennomp dre hor stourm evit ar brezhoneg.

Neuze, pezh zo bet graet gant hor stourmer zo reizh, reizh, ha reizhoc’h c’hoazh pa ouzer pegen diyoul eo strollegezhioù tiriadel-zo e kreisteiz Penn Ar Bed.

Deiziataer hag aferioù all

Lez varn galv Roazhon a zisklerio e varnadenn d’al Lun 9 a viz Kerzu 2013. Mignoned Ai’ta ! hag Ai’ta ! a c’halv d’ur vodadeg souten da 8e30 dirak Parlamant Breizh e Roazhon d’an deiz-se. Ma vefe dalc’het d’an taolioù kastiz, e vo ret ober trouz hag afer hon do sikour.

Met gwask zo er Mor-bihan ivez. D’ar Gwener 13 a viz Kerzu 2013 e vo ur prosez all e Lez varn Polis an Oriant evit memes abeg : ur stourmer yaouank paket o pegañ pegsunioù vo barnet. Evit an afer-se oa bet douget klemm gant ti-kêr an Ardeven. Dindan gwask tud ar c’hornad he doa ar Vaerez (Françoise Jossec) lemmet he c’hlemm. Siwazh,  Prokulor an Oriant n’eus c’hoant mont pelloc’h ganti. Ar Stad, hag e vreutaer meur a zoug ar c’hlemm hiriv ! D’an 13, da 8e30, bodadeg souten dirak lez varn polis an Oriant evit lakaat anezho da blegañ ha da zoujañ d’hor gwirioù-ni !

 D’al lun 18 a viz Du 2013, ur brosez vrav zo bet !

Evit ar re o deus bet chañs mont er sal, n’omp ket bet dipitet me lar deoc’h ! Kreñv ha fromus wechoù eo bet kaozioù Padrig, an testoù (Chrisitan Troadec, Tangi Louarn, Yoran Embanner ha Jean Olivro dre beg Ar breutaer. Jean Olivro n’eus ket gellet testeniañ siwazh). Erwan Ar Moign, breutaer e St Nazer, kaset deomp dre sikour Skoazell Vreizh, n’eus renablet komzoù Ai’ta ! hag an testoù. Ouzhpennet kalon ha nerzh. E-pad ur c’hard eur n’eus distrujet tu ar varnerien : diskouezet en deus penaos e oa bet nac’het da Badrig kaout ur prosez kempouez ‘pad e varnadenn gentañ ha diskouezet n’eus ivez penaos oa bet fazioù justis en afer. A benn ar fin n’eus klozet ar gomz n’ur goulenn an digablusted rak Padrig n’eus implijet ur gwir diazez pouezus : ar gwir da lâret e soñj. Un eil arguzenn veur a zo bet implijet ivez : « Ar gwir d’em wareziñ » (« légitime défense » pe « Etat de nécessité »). Ya, rak, Padrig n’eus ket met goulennet ma vefe lakaet e pleustr gant Kuzul Meur Penn ar Bed e bolitikerezh yezh ware panelloù hent. Votet oa bet ar politikerezh-se kerkoulz a 1986 ha 1990 (arguzennoù bet displeget gant Christian Troadec).

E-kerzh ar prosez hon eus desket ivez oa bet cheñchet ar panelloù gant ar c’huzul meur goude ar pegadennoù…ha brezhonekaet anezho ! Perak goulenn taolioù kastiz d’un den n’eus ket ‘met heñchet labour ar servijoù teknik ?


Ur stourmer eus Ai’ta ! barnet e Roazhon | An taol lagad – FR3

Dielfennadenn Ai’ta !

Politikel da vat e oa ar prosez se ! Pa vez peget skritelloù gant a bep seurt strolladoù war pontoù hon hentoù bras, ne vez morse klevet ar stad o klemm… Ha pegsunioù evit ar brezhoneg a laka ar stad fuloret ruz ?? Ya, evit Ai’ta ! hag evit ar gevredigezh souten nevez savet (Mignoned Ai’ta !) eo sklaer an traoù : gwask a lak ar justis, rak pezh a c’houlennomp zo reizh.

Met d’al lun 18 a viz Du e lez varn galv Roazhon ne oa ket tud vresk ac’hanomp. Levenez, youl ha nerzh da genderc’hel gant hor stourm hon eus diskouezet ! Kement all vo graet betek ma vo doujet d’hor gwirioù diazez, reiñ un dazont da yezh hor bro !

Gellout a rit sikour dre reiñ un tamm gwenneg d’ar gevredigezh Mignoned Ai’ta ! :
Mignoned Ai’ta ! 5, Straed ar Mor Bihan – 56860 SINE
darempred@mignoned.bzh
Lec’hienn internet : mignoned-aita.eu
Pajenn Facebook : http://www.facebook.com/mignoned.ai.ta
Kont Twitter : http://twitter.com/MignonedAita

«
»

Comments are closed.