Betek miz Kerzu e vo labourioù e ti-gar Plouaret evit ma teufe da vezañ ur pol eskemm liesvodel. Peadra da welout el labourioù-se an digouezh da reiñ he flas da yezh ar vro.
E deroù 2013 en doa skrivet Aï’ta da bennoù bras ar rannvro, an SNCF ha kumuniezh kumunioù Beg ar C’hra evit goulenn groñs gante e vefe deus ar brezhoneg e-barzh an ti-gar adnevesaet. Chomet int mut da geñver tout al lizhiri kaset dezhe.
Kazi echu al labourioù en ti-gar ha ger brezhonek ebet betek-henn. Setu perak e kinnig Aï’ta d’an holl geodedourien dont d’ar sadorn 7 a viz Kerdu e ti-gar Plouared, adalek 3 eur goude kreisteiz, evit kemer perzh en ur fest-deiz zovaj hag adc’houlenn groñs doujañs evit ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien ! Deuit niverus, kanerien, sonerien ha dañserien… plijadur a vo !