13
Nov
2013

Ur stourmer deus Ai’ta! barnet e Roazhon d’an 18 a viz Du !

Ur stourmer deus Ai’ta ! en em gavo dirak lez-varn galv Roazhon d’an 18 a viz Du. Eno e vo barnet evit bezañ « skritellaouet dafar-hent ». E miz Kerzu 2012 e oa bet barnet ha kondaonet dija, hep n’en dije gellet en em zifenn, da baeañ ouzhpenn 7000 euro evit bezañ staget pegsunioù « E brezhoneg ! » ouzh panelloù gallek Fouesn hag ar Forest-Fouesn (29). Ur varnadenn politik an hini eo, eme ar strollad Ai’ta, ha mantrusoc’h eo c’hoazh pa weler e peseurt stad emañ hor yezh hiziv. Gervel a ra Ai’ta ! an holl Vretoned kar-o-yezh da sevel o mouezh a-enep ar varnadenn-se ha d’en em strollañ niverus dirak Breujoù Breizh e Roazhon adalek 8e30 pa deuio deiz ar prosez.

  

Penn-kentañ an afer

 

Pegsunioù « E brezhoneg ! » a vez implijet gant stourmerien ha mignoned Ai’ta ! abaoe bloavezhioù ‘zo bremañ. Servijout a reont da c’houlenn groñs panelloù brezhonek er vuhez foran. O pegañ seurt pegsunioù ouzh panelloù Fouesn hag ar Forest-Fouesn e oa ar stourmer-se deus Ai’ta ! pa oa bet harzet gant an archerien, e dibenn 2011. Da gentañ, kumun Fouesn he doa kaset dezhañ fakturenn gwalc’hiñ ar panelloù. Deuet e oa neuze ar strollad Ai’ta ! d’ober trouz en ti-kêr evit diskuliañ an afer-se. Asantet en doa Roger Le Goff, maer Fouesn (UMP), da zegemer ar strollad da c’houde. E-kerzh an emvod-se en doa prometet en em gavout gant Ofis Publik ar Brezhoneg evit gwelet penaos kas ar yezh war-raok en e gumun, ha roet en doa da gompren ne glaskfe ket laou ken d’ar stourmer deus Ai’ta ! bet tapet gant an archerien.

 

Barnet keit ne oa ket el lez-varn !

 

Siwazh ne oa nemet kozh kaozioù a-berzh ar politikour-se, hag eñ brezhoneger a-vihanik war ar marc’had ! E-doug ar bloavezh 2012 ne oa ket bet sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg », hag ouzhpenn-se e oa galvet ar stourmer deus Ai’ta ! dirak lez-varn polis Kemper. Abalamour en doa goulennet e vefe daleet ar prosez, n’en em gavas eno nemet e deroù 2013. Met pa zegouezhas el lez-varn gant tud evit e souten e voe lavaret dezhañ… e oa bet barnet dija, ha kondaonet da baeañ ouzhpenn 7000 euro : 1000 euro a dell-kastiz, 1690,60 euro evit digoll kumun Fouesn, 2439,84 euro evit digoll ar Forest-Fouesn, 574,18 euro evit digoll Kuzul Penn ar Bed, hag, evit ar blijadur, 1500 euro a frejoù justis ! Setu petra ‘zo kaoz en deus divizet Ai’ta ! gervel lez-varn Roazhon evit ma vo advarnet an afer-se.

 

Terriñ ar stourm evit ar brezhoneg

 

Hed-ha-hed ar bloaz-mañ en deus klasket Ai’ta ! adtapout an afer-se dre an diplomatiezh. Da gentañ ez eus bet skrivet d’an holl dilennidi rak an darn vrasañ anezhe ne ouient na bu na ba deus an afer. Goude-se hon eus pouezet evit kejañ deus an dud dilennet e penn ar strollegezhioù hag o doa savet klemm. Un dro wenn eo bet : Roger Le Goff n’en deus ket soñj bezañ lâret bloaz ‘zo e oa achu an afer-se ; gouez Raymond Peres, maer ar Forest-Fouesn, eo tomm e galon ouzh yezh ha sevenadur ar vro, met ne raio mann ebet keit ma ne raio ket ivez maer Fouesn ; ha Pierre Maille, prezidant Kuzul-meur Penn ar Bed (PS) en deus lakaet ac’hanomp souezhet-bras p’en deus lavaret « eo ur priñsip sevel klemm » ha « kredabl e vefe tu ober kalz muioc’h evit ar brezhoneg, met n’eo ket abalamour da se e rimp kement-se ! ». Hag ar sokialour da nac’hout derc’hel kont deus stad bresk ar stourmer tapet en istor-mañ zoken…

 

 

Ai’ta ! a fell dezhañ embann war ar groaz pegen direizh eo ar varnadenn bet roet hag emzalc’h mezhus ar bolitikourien-se, forzh peseurt karg pe liv politik a vefe gante. Direizh da gentañ-penn rak ar stourmer tapet ne c’houlenn nemet un dra : ma vo doujet ouzh e yezh er vro e-lec’h m’emañ o chom, ma vo doujet outañ hag ouzh an holl Vretoned… ar pezh a nac’h ober ar stad C’hall, « bro gwirioù Mab-den » hervez kont. Direizhoc’h eo c’hoazh rak ur bern tud a implij pegsunioù evit difenn mennozhioù, e Breizh pe e lec’h all, hep na vefent barnet evel-se. Deomp-ni eo splann hag anat e fell d’ar Stad ober ur skouer ha dre se terriñ ar stourm evit ar brezhoneg douget gant Ai’ta ! ha gant tud all. Gwall direizh eo c’hoazh abalamour n’en deus ket gallet hor stourmer en em zifenn e mod ebet betek-henn.

 

 

“Mignoned ar brezhoneg” : ur gevredigezh skoazell 

 

Ur gevredigezh skoazell ‘zo bet savet, “mignoned Ai’ta!” he anv, ganti ar pal degas ur brud nevez d’ar stourm evit ar brezhoneg.

logo" Mignoned aAi'ta!"

Dizalc’h eus ar strollad « Ai’ta! », evit pezh a sell ouzh ar gwir eo. Ouzhpenn bezañ ur gevredigezh souten, he deus ivez ar gevredigezh-mañ evel pal ledanaat ar stourm evit ar brezhoneg er vuhez foran, gant tud brudet eus ar gevredigezh keodedel e Breizh.

http://mignoned.bzh

http://www.facebook.com/mignoned.ai.ta

 

Justis evit ar brezhoneg, stourmomp !

 

Gervel a reomp an holl dud a fell dezhe reiñ un dazont d’hor yezh da sevel a-du gant Ai’ta ! en afer-se, da skrivañ deomp evit kaout muioc’h a ditouroù war ar skoazell a c’hallit reiñ deomp (contact@aita.bzh) ha d’en em strollañ dirak Breujoù Breizh e Roazhon d’al lun 18 a viz Du da 8e30 diouzh ar mintin. 

skritell Roazhon - Du 2013

«
»

Comments are closed.