12
Dec
2013

Brezhoneg er Post : ouzhpenn 30 lizher skoazell roet da renerez Ar Post e Breizh

Kejet o deus tud Ai’ta ! ouzh Anne Nicolas, renerez Ar Post e Breizh, d’ar yaou 12 a viz Kerzu. Pal an emgav a oa labourat ha mont war-zu un emglev evit ma vo talvoudekaet ar brezhoneg ez-ofisiel en tier-post e Breizh, evel m’eo bet sinet nevez ‘zo gant Ar Post en Elzas hag e Korsika.

Anne Nicolas : renerez rannvroel La Poste e Breizh (2013)

E Breizh n’eo ket bet graet c’hoazh, met dizale e kejo Anne Nicolas ouzh Pierrick Massiot, prezidant kuzul rannvro Breizh, hag ouzh tud Ofis Publik ar Brezhoneg evit gelet penaos kas an teuliad-se war-raok. E miz Du en doa skrivet prezidant ar rannvro evit pouezañ war an tu-se, evel m’o doa graet un tregont bennak a dilennidi eus ar vro en e raok (sellit ouzh ar roll da heul).

Karta ar c'horseg - Ar Post (divyezhek)

Betek-hen ez eus bet staliet un nebeud panelloù divyezhek e tier-post eus Penn-ar-Bed, evel e Karaez ha Pont-‘n-Abad. Goulenn a reomp ma vo klokaet ar pannelerezh-se ha staliet kemend all en holl dier-post a vez labourioù enno, ar pezh n’eo ket sistematek hiziv an deiz. Goulenn a reomp ivez ma vo talvoudekaet an implijidi brezhonegerien ha kontant d’implijout yezh ar vro en o micher dre ur badj da skouer, evel ma vez graet e bro Elzas gant Ar Post. Panevet d’an traoù diazez-se ha d’un emglev sinet a-benn nebeut evit frammañ ha kadarnaat plas ar brezhoneg er Post ez adkrogo Ai’ta ! gant e oberennoù en tier-post.

Roll an dilennidi hag ar c’humunioù o deus kaset lizheroù da renerez Ar Post evit sevel a-du gant goulennoù Ai’ta ! :

François de Rugy (kannad), Corinne Erhel (kannadez), Richard Ferrand (kannad), Gérard Le Cam (senatour), Marc Le Fur (kannad), Annie Le Houérou (kannadez), Annick Le Loch (kannadez), Philippe Le Ray (kannad), Pierrick Massiot (prezidant kuzul rannvro Breizh), Philippe Paul (senatour), Herve Pellois (kannad), Jean-Jacques Urvoas (kannad)

Kuzul-kêr an Henbont, kuzul-kêr ar Releg-Kêrhuon, kuzul-kêr Douarnenez, kuzul-kêr Gwengamp, kuzul-kêr  Gwitalmeze, kuzul-kêr Kastell-Nevez ar Faou, kuzul-kêr Kemperle, kuzul-kêr Kerlouan, kuzul-kêr Konk-Leon, kuzul-kêr Langonned, kuzul-kêr Lanniliz, kuzul-kêr Lokmaria-Plouzane, kuzul-kêr Louargad, kuzul-kêr  Molan, kuzul-kêr Perwenan, kuzul-kêr Pleskob, kuzul-kêr Plougerne, kuzul-kêr Plouared, kuzul-kêr Plourin-Montroulez, kuzul-kêr Rieg, kuzul-kêr Rostrenn, kuzul-kêr Sant Marzhin war ar Maez

«
»

Comments are closed.