22
Dec
2013

Nedeleg laouen !

Tremenet eo Tad-Kozh an Nedeleg da welet brezhonegerien bro Dreger, evel ma oa bet prometet gantañ. Deuet e oa gant e garr-samm sachet gant e lutuned. Daoust d’an amzer lous e oant deuet stank pe stankoc’h e Gwengamp, Montroulez, Plistin ha Lannuon da lenn o lizheroù-profoù ha da gontañ kaozioù e yezh ar vro, keit ma oa lutuned Ai’ta ! o c’hoari laz.

OLYMPUS DIGITAL CAMERA

Trugarez d’an holl dud o devoa skoazellet ar vugale da sevel o lizher e brezhoneg… Emichañs e vo sevenet gant an Tad-Kozh an holl hetoù-se ! Laouen-bras e oa hennezh gant e devezh e brezhoneg bepred, ha prest eo da dont a-benn ar bloaz evit un droiad hiroc’h c’hoazh, ma vez goulennet gantañ.

«
»

Comments are closed.