Hopala, trouz a vo er vro ! Divinit piv a deuio da sikour ar strollad Ai’ta! en e stourm evit ar brezhoneg ? An tad Nedeleg e-unan ! Hennezh hag a oar kement yezh ‘zo er bed a oa dipitet bras peogwir ne reseve lizher ebet e brezhoneg abaoe pell a oa.
« Poent bras eo din mont da welet penaos emañ kont du-hont » en doa soñjet.
Dont a raio neuze d’ober un tamm tro e Bro-Dreger d’ar sadorn 21 a viz Kerdu, ha reiñ a ra emgav d’an dud :
- e Gwengamp, war plasenn ar Vali, da 10 eur
- e Montroulez, war plasenn an ti-kêr, da greisteiz hanter
- e Plistin, war plasenn an 19 a viz Meurzh 1962, da 2 eur g.k.
- e Lannuon, war plasenn an ti-post, da 4 eur 30
Moaien a vo d’ar vugale (ha d’o zud !) dont da welet anezhañ ha da gas pe da lenn o lizher-profoù e brezhoneg dezhañ, pa vo e lutuned o reiñ ton dezhi gant sonerezh hag arvestoù plijus a-bep seurt… a-raok na gemerfent penn an hent !
Daou bal a zo d’an abadenn-mañ. Da gentañ, reiñ an tu d’ar vugale (hag a zo niverusoc’h-niverus o teskiñ brezhoneg er skolioù) da glevet ha da gomz brezhoneg e-maez o skolioù. Da c’houde e fell dimp kinnig d’an holl dud a gomz hag a souten hor yezh d’en em gavout evit tremen ur prantad plijus ha divoaz an holl asambles. Setu un doare all da diskwel nerzh hor yezh war ar blasenn foran.
Pedet eo an dud gour ivez da dont stank ha stank gant o lizher-profoù, ha pa vefe skrivet en ur mod sirius pe faltazius penn-da-benn.
« Gwel’ a rit, n’eo ket diaes kas lizheroù e brezhoneg memestra ! » eme an Tad Nedeleg. « Ha paotred al lizheroù, petra zo kaoz ne welan tamm brezhoneg ebet en tier-post ? » Ai’ta! a sav a-du gantañ evel-just. Un digarez brav a vo e droiad da dont da lavaret ur wezh c’hoaz ‘meump c’hoant bras da welet ha da glevet ar brezhoneg en tier-post… hag en holl servijoù publik !
Mont e darempred : contact@aita.bzh