aSkinwel publik ha brezhoneg :
goap abaoe 50 vloaz ‘zo… ha n’eo ket echu !
Gervel a ra Ai’ta! d’en em vodañ disadorn 1añ a viz C’Hwevrer, adalek 1 eur 15 dirak an TNB e Roazhon… Deuit niverus !
Ar « skinwel publik rannvroel » he deus cheñchet kalz en ur ober 50 vloaz, met un dra a zo chomet heñvel koulskoude : plas dister ar brezhoneg enni.
War an ton bras e vez lidet an deiz-ha-bloaz-mañ gant Frañs 3 Breizh hiziv, pa chom treut-ki plas hor yezh er skinwel : 1e30 a abadennoù bep sizhun (ha ne vez ket mui skignet e Liger-Atlantel abaoe 2002)… da geñveriañ gant an 168 eurvezh a euskareg hag a gatalaneg, ar 36 eurvezh a gembraeg peotramant c’hoazh an 30 eurvezh a gorseg er skinwel !
Gwashoc’h an traoù c’hoazh pa weler e vez lemmet an abadennoù brezhonek p’o dez c’hoant renerien Frañs 3 : kronikenn keleier « An Taol Lagad » lammet kuit bep an amzer (vakañsoù, hañv…), ar c’hrouiñ abadennoù nevez « Mouchig-dall » (an hini nemeti evit ar vugale) paouezet evit ar bloavezh 2012-13, hag alies-tre an abadenn veur « Bali Breizh » skarzhet krak-ha-berr, evel ma vo c’hoazh e-pad miz Miz C’hwevrer abalamour d’ar c’hoarioù olimpek.
Ne c’hellomp ket degemer kement-se ! Trawalc’h a ziforc’hidigezh ! Tomm eo ar Vretoned ouzh ar brezhoneg ha fellout a ra dezho e chomfe bev. N’omp ket sellerien a eil-renk hag ar brezhoneg n’eo ket un is-yezh !
Hiziv ez a tamm-ha-tamm raktres digreizennañ ar Stad war-raok. Frañs 3 ivez a vo adframmet a-benn nebeut. Gant se e c’houlennomp groñs gant ar galloud publik (Stad c’hall, kuzul rannvro Breizh) ma vo krouet ur wir chadenn skinwel divyezhek hag a vo skignet war 5 departamant Breizh !
E 2006 e oa bet ganet France 3 Corse « Via Stella ». 30 eurvezh a gorseg a vez skignet ganti bep sizhun (da lâret eo 23% eus an amzer) ha koustañ a ra 24 milion a euroioù bep bloaz… evit 300 000 a Gorsiz. N’eus digarez ebet ne vefe ket graet kement all, da vihanañ, evit ar Vretoned, dreist-holl pa ouier e vez rastellet 165 million a euroioù gant an taos-tele e Breizh bep bloaz.
Ar benveg modern-mañ a zo ret evit reiñ un dazont d’hor yezh. Ur media a galite e ranko bezañ, evit kelaouiñ ha reiñ ar gaoz da gevredigezh Vreizh en he fezh, war tachennoù ar sevenadur, ar sokial, an ekonomiezh, ar politikerezh… Arabat d’hor bro ha d’ar Vretoned c’hwitout war ar chañs-se hiziv !
UR SKINWEL PUBLIK GANT UR PLAS BRAS EVIT AR BREZHONEG ENNI, DIOUZHTU ! |