Pevar den deus strollad Ai’ta! Treger o deus kejet ar sihzun-mañ ouzh Christian Marquet, maer Lannuon hag e penn listenn PS/PC evit derc’hel e bost, koulz hag ouzh tud listenn Cédric Seureau (EELV/UDB/FG).
An daou emgav kentañ-se a zo bet un digarez a-feson evit goulennata an dañvez-dilennidi diwar-benn ar pezh emaint en sell d’ober evit broudañ plas hag implij ar brezhoneg e kêr Lannuon ha war dachenn an tolpad-kêrioù. Soñjoù brav ha talvoudus a zo bet dispaket, evel diorren an abadennoù brezhonek e levraoueg Lannuon pe lakaat sevel ur greizenn-dudi e brezhoneg evit an holl vugale skoliataet e yezh ar vro da skouer.
Gortoz a ra Ai’ta! resevout engouestloù sklaer ha skrivet a-raok an dilennadegoù evit ma c’hallfont bezañ diskuliet dre ar munud d’an holl. Gortoz a ra ivez e vefe respontet d’e c’houlenn en em gavout gant an teir listenn all a zo chomet direspont betek-hen : hini Jean-Yves Kallag, hini Danielle Marrec (UMP) hag hini Raymond Blanc (FN).
Gervel a ra Ai’ta! an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da skrivañ d’an dud war ar renk en o c’humun ma n’o deus ket bet graet c’hoazh (lizher skouer ha goulennaoueg da bellgargañ war http://2014.aita.bzh/br/) ha da c’houlenn groñs ur respont digante goude-se, oc’h adlañsañ anezhe dre bostel, dre bellgomz pe o vont d’en em gavout gante zoken ! Krogomp holl e-barzh !