05
Feb
2014

Brezhoneg en Tier-Gar : Ai’ta! a skriv d’ar rannvro

skouer SNCFReit eo bet deomp da c’houzout raktres panellerezh “divyezhek” an SNCF  a live Frañs evit Tier-gar rannvroel ha TTB e Breizh, kinnigoù bet kadarnaet tro un emvod bras e Pariz e fin miz Genver 2014.

Skrivet hon eus d’ar prezidant Rannvro ha d’an holl guzulierion (gw. lizher) evit roiñ  hor soñj dezhe.

Hervez ar raktres-mañ e vehe rediet d’ar vretoned asantiñ ma vehe ar brezhoneg lakaet war wel war ar panellerezh a-live ar yezhoù estren e Breizh. Ne c’hellomp ket anduriñ seurt kinnigoù.

Poueziñ a reomp war ar fed eo ret lakaat bremañ un divyezhegezh a galite en ti-gar Plouared, pol eskemm liesvod, sañset bout un « ti-gar skouer evit an divyezhegezh » hervez ar c’homzoù bet dibunet ennañ d’an 13 a viz Kerzu 2013 gant pennoù bras ar rannvro ha renerezh SNCF Breizh.

«
»

Comments are closed.