Kinnig a reomp d’an holl dud a fell dezho derc’hel bev hor yezh kemer perzh er c’houlzad « Dilennadegoù 2014 hag ar brezhoneg ».
Eus miz Genver betek miz Meurzh e pado an oberenn-mañ. Kensavet eo bet al luskad-mañ gant ar strollad Ai’ta! ha 7Seizh.info
A-drugarez da labour ar muiañ posubl a dud a youl vat e teuimp a-benn d’ober eus ar brezhoneg un dañvez da gemer e kont er c’houlzad kaballiñ da zont.
Deomp-ni holl da c’hoari eta !
Penaos kemer perzh ? Aes eo !
Skrivet e vo da bep listennad tud war ar renk evit kelaouiñ anezho eus ar pezh a fell deomp ha goulenn ganto petra a raint evit ar brezhoneg ma vint dilennet. Da c’houde e vo dastumet ar respontoù resevet diganto hag embannet e vint dre ar mediaoù evit ma c’hello votiñ Yann Vrezhoneg diouzh an engouestloù a vo (pe na vo ket).
Evit-se, pellgargañ al lizher skouer kinniget deoc’h war al lec’hienn aita.7seizh.info krouet a-ratozh kaer, ha da c’houde, heuliañ ar mod-implij. A-BOUEZ EO !
Bec’h d’al lizhiri, eta !