04
Feb
2014

Kejañ a ra Ai’ta! ouzh Stad Roazhon !

An 23 a viz Du 2013 eo bet roet Priz Bro Gozh 2013 da Gleub Mell-Droad Roazhon gant Poellgor Bro Gozh Ma Zadoù a-benn saludiñ o labour herouezadur ha skignañ dirak an arvestrerien, war ar skramm-bras, Kan Broadel Breizh, gant un istitl e galleg, a-raok pep emgav. Dre vras e embann Kleub Mell-Droad Roazhon e wriziennoù a vreizhat dibaoe un degad bloavezhioù en ur ingalañ bannieloù Gwenn-ha-Du, en ur pediñ Bagadoù a-raok ar c’hrogadoù, gwiskañ krezioù gant herminigoù hag ur Groaz Du ha kement ‘zo. Gant ar sinoù vat e seblante anat deomp mont e darempred gant ar c’hleub Breizhad evit komz diwar-benn plas ar brezhoneg e Stad Roazhon.

Un taol lagad prim war ar pezh a vez graet e lec’h-all a diskouezh deomp ez eo un dra naturel a-walc’h, evit an ensavadurioù sportel ha dreist-holl ar gleuboù mell-droad, lakaat ar yezhoù minorel war-raok. Kinnig a ra kleuboù an FC Barcelona, Athletic Club Bilbao hag ar Real Sociadad ur stumm katalaned hag euskareg eus o load kenrouedad. Gant an AC Ajaccio e vez lakaet war-raok ar c’horseg dre al load krenrouedad, hogen ivez dre skritelloù an emgavioù, kemennadennoù dre-gomz e-pad an emgavioù, ar gartenn goumananter hag al levrig a vez ingalet etre ar skorerien.

Da heul un eskemm lizhiri en deus degemeret Jérôme Poupard, rener kehentiñ kleub mell-droad Roazhon, tri ezel deus strollad Ai’ta ! d’ar merc’her 15 a viz Genver a-benn komz diwar-benn plas ar brezhoneg e Sportva Roazhon hag e buhez ar c’hleub. Kinnigoù a zo bet graet d’an Ao. Poupard evel ur pannellerezh divyezhek par-ouzh-par e diabarzh ha diavaez sportva Straed an Oriant, brezhoneg e-barzh load kenrouedad ar c’hleub, kartennoù skorerien, skritelloù emgavioù divyezhek ha kement ‘zo. Dav eo gouzout n’en deus ket klasket ti-kêr Roazhon, perc’henn ar sportva, divyezhekaat al lec’h e-pad labourioù adnevesaat ar savadur e 2004 (n’eo kleub mell-droad Roazhon nemet feurmer al lec’h).

Goude 1e30 emgav e c’hellomp lavarout eo kleub skipailh ar re Ruz ha Du aketus-tre d’hon arguzennoù ha d’hor c’hinnigoù hag e oa kizidikaet ar c’hleub war an danvez-mañ endev. Seblantout a ra an traoù bezañ war an tu mat, hogen e ouzhimp muioc’h dindan un neubeut mizvezhioù.

«
»

Comments are closed.