D’an 8 a viz Meurzh e kinnigo Ai’ta! ur stummadur war an disentidigezh e presbital kozh Landelo.
Emgav eno adalek 9 eur 30, da 10 eur e krogo. A-benn 6eur d’abardaez e vo achu. Ar re a fello dezhe a c’hallo chom ganimp diouzh an noz (degas un dra da zebriñ ha da evañ neuze).
5 goulenn diwar-benn ar staj :
Evit piv eo ?
Digor eo d’an holl dud, izili ar strollad koulz hag ar re all. E brezhoneg e vo kaset da benn, met digudenn e c’hallo kemer perzh an dud ne oaront ket ar yezh… evel-kustum e vint sikouret ha lakaet er jeu.
Ur staj disentiñ, d’ober petra ?
Pouezus eo stummañ ar re yaouank war preder ha teknikoù diazez an disentiñ, ha ken pouezus all d’ar stourmerien koshoc’h kemer perzh evit derc’hel da vezañ efedus ha rannañ gant ar re all ar skiant a zo bet prenet gante.
Un digarez eo ivez d’ober anaoudegezh gant strollad Ai’ta! ha da grouiñ liammoù gant tud disheñvel hag a gas stourmoù a-bep seurt war-raok.
Petra a vo graet ?
Ar program a vo savet diouzh c’hoantoù hag ezhommoù an dud a gemero perzh, met dija e c’hallomp lâret e vo labouret war an teoriezh (en em soñjal war strategiezh ur stourm; penaos prientiñ un obererez…) kenkouzl hag ar pleustriñ (stalioù-labour diwar-benn ar c’hazetenniñ pe an archerien; sevel ha c’hoari un obererezh…)
Pegement eo ?
Goulenn a reomp 15 euro digant an dud a labour ha 10 eur digant an dud dilabour hag ar studierien evit hor sikour da feurmiñ al lec’h ha da baeañ boued hag evaj merenn.
Penaos lakaat e anv pe gouzout hiroc’h ?
Aes eo, kasit buan ur postel da contact@aita.bzh