D’ar yaou 6 a viz C’hwevrer 2014 eo bet digoret ti nevez an departamant e Lannuon war an ton bras.
A-raok na vefe boulc’het al labourioù en doa goulennet Ai’ta ! ma vefe brezhoneg par ouzh ar galleg e panellerezh diabarzh ha diavaez ar savadur… ar pezh a oa bet nac’het gant Claudy Lebreton (s.o. lizher Here 2012).
Gant Ai’ta ! e oa bet savet un oberenn war an dachenn ha bountet an dud e-karg betek lakaat anezhe da cheñch penn d’ar vazh. Hirie e c’hallomp lâret omp laouen rak selaouet omp bet : brav an disoc’h, brezhoneg par ouzh ar galleg e pep lec’h er savadur.
Diskwel a ra e c’hall Aodoù an Arvor kas ul labour vrav war dachenn ar brezhoneg. Gant se e c’houlennomp gant ar C’Huzul Departamant derc’hel da vont gant an hent-se ha lakaat e pleustr ur gwir politikerezh youlek evit hor yezh a bep keñver : panellerezh, kelaouiñ, gouelioù ha dudi, deskadurezh ha sokial… Poent bras an hini eo !
Kement-mañ a ziskwel ivez e c’hall an traoù mont war-raok, gant ma c’houlenn groñs Yann Vrezhoneg kontoù gant an dilennidi lec’hel. Gant se e vroudomp an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da gemer perzh er c’houlzad “Dilennadegoù 2014 hag ar brezhoneg“ ha da gas al lizher savet ganimp (http://2014.aita.bzh/br/) d’an dud war ar renk en o c’humun ha kumuniezh-kumunioù da geñver an dilennadegoù da zont, ha da c’houlenn groñs ur respont sklaer digante ivez.