Un emvod zo bet diriaou 27 a viz C’Hwevrer etre ar strollad Ai’ta ! ha maer Gwened, ha den àr ar renk evit an dilennadegoù-kêr.
Kinniget eo bet d’ar maer un teul ispisial savet genomp a-benn adkavout un nerzh nevez get ti-kêr Gwened evit broudiñ ar brezhoneg er vuhez foran. Al lizher kabaliñ « peseurt plas evit brezhoneg ? » zo bet reit dezhoñ.
Kemer a ra perzh an emgav-se e-framm an oberenn “Dilennadegoù-kêr 2014 hag ar brezhoneg“ lañset gant ar strollad Ai’ta !
Kaset eo bet an teul-mañ hag al lizher kabaliñ ivez d’ar rolloù pennañ àr ar renk evit an dilennadegoù-kêr e Gwened.
Embannet e vo ar respontoù àr al lec’hienn savet evit an dilennadegoù kêr : http://2014.aita.bzh