Dibaoe meur a viz e vez gwasket muioc’h-mui stourmerien Ai’ta ! gant an archerien hag ar boliserien : en tu all d’an daou brosez a zo bet dalc’het e dibenn 2013 e vez galvet stourmerien stank-ha-stank evit « aferioù a sell ouzhoc’h »… un doare simpl hag efedus d’ar stad C’hall da waskañ an dud a glask sevel o mouezh evit difenn o yezh ha broudañ anezhi er vuhez foran.
Betek-hen e asante an dud galvet mont di, hep n’o defe kalz a dra da respont d’ar goulennoù savet outo hag hep n’ez afe pelloc’h an « aferioù »-se kennebeut. Embann a ra hiziv ar strollad Ai’ta ! e nac’ho e stourmerien respont da seurt pedadennoù diwar-vremañ, rak gwir a zo c’hoazh da stourm difeuls evit difenn ur mennozh hep bezañ gwasket mod pe vod, ha trawalc’h a zismegañs hag a wask a zo bet evel-se a-berzh ar stad C’hall da geñver ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien e-pad an daou gantved diwezhañ !
Da brokulor ar republik da zibab bremañ ar pezh a raio. Ai’ta ! ne blego ket dirak an doareoù-se d’ober ha derc’hel a raio da stourm betek ma vo anavezet ez-ofisiel ar brezhoneg e Breizh ha betek ma vo tu d’an holl gwelet, klevet ha komz brezhoneg e pep lec’h e Breizh.