20
Apr
2014

Manifestadeg adunvaniezh Breizh en Naoned d’ar sadorn 19 a viz Ebrel 2014

Adunvaniezh melestradurel Breizh, ur goulenn reizh ha diazez evit amzer da zont ar brezhoneg e Liger-Atlantel.

Ai’ta! a oar pegen disrannet eo Breizh gant al Liger-Atlantel lakaet da gostez abaoe re bell. Direizh eo deomp.

Ar bolitikourien a zo kiriek da vat en afer-se. Splann eo e vez graet an dra-se war goust hor sevenadur hag hor yezh, ar pezh a zo fall evit pobl Breizh hag e Liger-Atlantel da gentañ-penn, dreist-holl pa weler n’ez eus :

  • Abadenn vrezhonek ebet ken war Frañs 3 e Liger-Atlantel abaoe 2002.
  • Abadenn vrezhonek ebet war ar gwagennoù e Liger-Atlantel.
  • Kentel vrezhonek ebet ken er skol-Veur an Naoned abaoe 2004.

Goude ma bet embannet e vo digresket niver ar rannvroioù dre zaou e Frañs gant ministr kentañ nevez, e fell da Ai’ta! adembann war ar groaz eo deuet da vezañ mallus-tre adunvaniñ Breizh evit mad hor sevenadur hag hor yezh, hag an holl a ra ganto bemdez. Ne c’hell bout degemeret seurt raktres didalvoud rannvro « Kornôg » kinniget get prezidant rannvro-broioù-al-Liger e dibenn miz Genver .

N’eo nemet pa vo unvan hor bro e c’hellimp kas war a-raok ur politikerezh yezh kreñv ha kempoell evit mirout mirout bev ha diorren ar brezhoneg e Liger-Atlantel.

Galvet hor boa evit ar wezh kentañ kemer perzh d’un darvoud ledanoc’h evit ar yezh rak poent bras eo nac’hiñ un didroc’hiñ ne zoujo ket ouzh personelezh Breizh hiziv hag en amzer da zont…

Gant se en doa galvet strollad Ai’ta! an holl dud da vanifestiñ e Naoned d’an 19 a viz Ebrel 2014.

Ai'ta! e manifestadeg Naoned (Ebrel 2014)

«
»

Comments are closed.