22
Apr
2014

Ur stourmer galvet 2 vloaz goude un oberenn !

Gervel a ra strollad « Ai’ta ! » HAG ar gevredigezh skoazell « Mignoned Ai’ta ! » da zont niverus dirak archerdi Montroulez d’ar merc’her 23 a viz ebrel, da 9e00 mintin.

Dibaoe meur a viz e vez gwasket muioc’h-mui stourmerien Ai’ta ! gant an archerien hag ar boliserien : en tu all d’an daou brosez a zo bet dalc’het e dibenn 2013 e vez galvet stourmerien stank-ha-stank evit « aferioù a sell ouzhoc’h »… un doare simpl hag efedus d’ar stad C’hall da waskañ an dud a glask sevel o mouezh evit difenn o yezh ha broudañ anezhi er vuhez foran.

Galvet eo ar stourmer evit un “afer a sell ouzhoc’h”. Hervez kont e vefe goulenataet hor stourmer diwar benn manifestadeg veur Kemper, bet aozet e miz Ebrel 2012. Kas reomp soñj d’an holl oa deuet 12 000 den er vanifestadeg-se. Paset brav e oa an traoù setu perak eo souezhet strollad Ai’ta! o welet unan eus e stourmerien galvet 2 vloaz war lec’h an darvoud.

Ar gevredigezh skoazell, Mignoned Ai’ta ! e anv, bet savet e Miz Gwengolo 2013 a c’halv ivez da zont niverus dirak komiserdi Montroulez. Ennañ emañ strollet izili a-enor, tud vrudet e buhez Breizh :

Roll izili a-enor “Mignoned Ai’ta !”

Alan Stivell (arzour), André Lavanant (bet prezidant eus Diwan, rener embregerezh), Nono (tresour), Bernez Tangi (arzour), Rozenn Milin (produerez gleweled, renerez gozk TV Breizh), Charlie Grall (prezidant Skoazell Vreizh), Daniel Giraudon (enklasker, dastumer, skrivagner), Eugène Riguidel (morreder), Francis Favreau (enklasker yezhoniour), Georges Cadoudal (soner), Gilles Servat (arzour), Gireg Konan (stourmer sevenadurel), Goulc’han Kervella (leurenner), Hervé Le Borgne (skrivagner), Hervé Lossec (skrivagner), Jean Ollivro (douaroniour), Lionel Buannic (rener embregerezh, lusker abadenn ar Web Tv brezhoweb), Martial Ménard (enklasker, skrivagner, yezhoniour), Nolwenn Korbel (kanerez), Patrick Malrieu (prezidant ICB), Soig Sibéril (arzour gitar), Tangi Louarn ( prezidant Kevre Breizh) …

Emgav dirak komiserdi Montroulez (19 plasenn De Gaulle, Montroulez) da 9e00 mintin.

«
»

Comments are closed.