02
May
2014

Ai’ta! a gej ouzh prezidant Kumuniezh Kumunioù Kreiz Breizh

Ar strollad Ai’ta ! en deus kejet ouzh Jean-Yves Philippe, prezidant KKKB, evit goulenn gantañ kas ar brezhoneg war-raok en holl bolitikerezhioù savet gant ar gumuniezh kumunioù.

Ouzhpenn staliañ panelloù e brezhoneg ‘zo d’ober : ret eo lakaat ar pouez war ar vugale hag ar re yaouank rak gante emañ dazont hor yezh. Setu petra ‘zo kaoz eo cheñchamañt al luskoù skol un digarez a-feson evit kinnig abadennoù plijus ha pedagogel e brezhoneg (sportoù, dañs, sonerezh, c’hoariva…) d’an holl vugale skoliataet e yezh ar vro. Kalz a vuhezourien divyezhek hag ampart a gaver e kreiz Breizh ! Ret eo d’ar brezhoneg kavout e blas ivez e-barzh ar frammoù e-lec’h ma vez degemeret ar vugaligoù (da skouer, kinnig rimoustadelloù hag istorioù bihan e magouri Rostrenn…) ha kinniget traoù dudius (oberennoù e KDHH, kampoù vakañsoù evit ar vugale hag ar grennarded…).

Jean-Yves Philippe (prezidant KKKB-CCKB)

Lâret en deus Jean-Yves Philippe e vo staliet panelloù en div yezh par-ouzh-par e poull-neuial nevez Gwareg, ha respontet e vo d’hor goulennoù a-benn miz Even, ha lâret daoust ha sinet e vo ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant KKKB evel m’o deus graet kalz a gumunioù ha kumuniezhioù kumunioù dija.

 

«
»

Comments are closed.