Ar sizhun dremenet en deus kejet strollad Ai’ta ! e Roazhon ouzh Emmannuel Clochet, rener an Agence Centre Ouest Gares & Connexions, hag ouzh Caroline Gallon, renerez dileuriet TER Bretagne, a-benn degas da soñj dezho goulennoù ar strollad war an doare da gemer e kont ar brezhoneg. Kejet o deus ivez tud Ai’ta ! ouzh Gérard Lahellec, bezprezidant Kuzul rannvro Breizh e karg eus an treuzdougen, evit gwelet gantañ e pelec’h emañ erru labour ar rannvro war an dachenn-se. Bremañ p’eo tremenet an emgavioù-se eo ret embann sklaer penaos e talc’h an SNCF da zispriziañ ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien, er c’hontrol d’ar pezh a gaver e rannvroioù all Europa evit ar pezh a denn d’ar yezhoù minorel er treuzdougen foran. Goude bezañ chomet a-sav gant hec’h oberennoù en tiez-gar e-pad pevar bloaz e sello pizh Ai’ta ! ouzh an doare ma tro an traoù war an dachenn-se. Ha prest eo ar strollad da gregiñ gant ur c’houlzad nevez ma n’eus ket ur respont dereat ha prim a-berzh an SNCF.
Er mizioù hag er bloavezhioù da zont e vo adnevezet an tiez-gar TTB e Breizh. Er raktres a zo gant an SNCF betek-hen e vez roet ur plas d’ar brezhoneg war ar panelloù, met ur plas na c’heller ket degemer e mann ebet. Hor yezh a vefe lakaet a live gant ur yezh estren, skrivet bihan hag a-dreuz. Ur spont eo gwelet an doare-se d’ober c’hoazh hiziv an deiz, ha mont a ra a-enep penn-da-benn d’ar pal a zo gant ar panelloù : bezañ lennet aes e forzh peseurt yezh, galleg pe brezhoneg ! Diaesoc’h c’hoazh eo da zegemer ur seurt raktres a-berzh pennoù bras an SNCF pa ouier e ra Rannvro Breizh gant panelloù divyezhek par-ouzh-par en tiez-gar THR nevez adnevezet, hep na seblantfe sevel an disterañ kudenn.
Goulenn a reomp gant an SNCF cheñch penn d’ar vazh ha kemer e kont ar brezhoneg war kement tachenn a zo : war ar panelloù evel-just, met ivez er mekanikoù a implijer evit prenañ bilhedoù, evit ar c’hemennoù dre gomz ha gant an implijidi (perak pas kinnig ur badj « Komz a ran brezhoneg » d’an implijidi a vefe a-du). P’eo en em gavet ar strollad gant Gérard Lahellec, bezprezidant Kuzul rannvro Breizh e karg eus an treuzdougen, en deus adalavaret pegen a-bouez kemer e kont ar brezhoneg en un doare hollek ha gant doujañs en tiez-gar hag en trenioù e Breizh. Disklêriet en deus an Ao. Lahellec bezañ youl ennañ evit kenderc’hel gant an hent bet boulc’het gant ar rannvro hag evit ma vo graet kemend all gant an SNCF, a-unan emañ o vont da labourat gant dilennidi all Kuzul rannvro Breizh ha dilennidi lec’hel ar c’humunioù ma vez un ti-gar enno. Adembann a ra strollad Ai’ta ! e vo war evezh bras evit tiez-gar Plouared ha Gwengamp lec’h m’eo kroget al labourioù : panelloù divyezhek par-ouzh-par a rank bezañ staliet, evit ma tiskouezo splann an SNCF e touj ouzh hor yezh hag ouzh ar vrezhonegerien, ha n’eo ket embann komzoù brav nemetken.