Toud an dud e Menez Are d’an 8 a viz Even 2014 !
BOUM EVIT UR GWIR SKINWEL E BREZHONEG !
E 1974 e tarzhas stign ar Roc’h Tredudon rak treut-ki e oa plas ar brezhoneg er skinwel. Penaos emañ an traoù hiziv an deiz ? N’eo ket gwelloc’h avat… Ur vezh an hini eo ha poent braseo cheñch penn d’ar vazh ! Se zo kaoz e pedomp ac’hanoc’h d’ur pezh mell gouel e Plouneour-Menez d’an 8 a viz Even evit embann a-bouez penn hor c’hoant da gaout ur skinwel evidomp hag evit dazont hor yezh !
Dindan 40 bloaz eo tremenet ar programmoù vrezhonek er skinwel publik eus 10 munutenn bemdez (an abadenn « Breiz o veva » bet krouet er bloavez 1971) da 1e30. Dister e chom plas ar brezhoneg eta pa ouier penaos en deus emdroet ar bed-se er bloavezhioù ziwezhañ.
Er rannvroioù tost eo disheñvel mat an traoù avat. E Korsika ez eus hiziv an deiz eus ur wir chadenn, « Via Stella » bet krouet e 2007, hag e Bro-Skos eo bet roet lañs e 2008 d’ar chadenn « MG ALBA », skoseg penn-da-benn anezhi, evit 60 000 o komz ar yezh-se.
E Breizh ez eus peadra d’en em c’houlenn hiziv an deiz : Penaos mont war-raok war plas ar brezhoneg er skinwel ?
Un tem a glot mat gant ar c’heleier an hini eo pa ouier :
– E vo embannet danevell labour ar bodad Brucy war dazont France 3 a-benn fin miz Mae;
– E vez anv eus kement-mañ e Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihan-niver : er mellad 11 diwar-benn ar mediaoù e oa bet dibabet, e 1999, gant ar Stad C’hall « skorañ ha/pe aesaat ar skignañ programoù skinwel er yezhoù rannvro pe bihan-niver en ur mod reoliek” ha n’eo ket “skorañ ha/pe aesaat krouidigezh ur chadenn skinwel er yezhoù rannvro pe bihan-niver da vihanañ” hag a ziskoueze muioc’h a youl ;
– Digreizennañ : peseurt galloud d’ar rannvro war an dachenn-se pa ouier e lavarer en Emglev Dazont Breizh e c’hellfe bezañ « diorroet ar kleweled ranvroelaet » evel tachenn da amprouiñ, en « Titl IV : Kadarnaat identelezh sevenadurel Breizh ».
D’AN 8 A VIZ EVEN 2014 E VEZ AOZET GANT STROLLAD Ai’ta ! UN DEVEZH GOUEL ISPISIAL (sonadegoù, kerzhadeg..) EVIT DISKLERIAÑ HOR GWIR DA GAOUT E BREIZH UR WIR MEDIA VREZHONEK.
Aozañ a reomp ivez ur c’hendiviz gant politikourien deus ar vro ha tud e-kag eus ar c’hleweled e Breizh. Dalc’het e vo e Plouneour-Menez dindan un deltenn vras etre 1e30 ha 3e00, a-raok na loc’hfe hor gerzhadeg vras betek Roc’h Tredudon
Resevit keleier Boum Ai’ta! dre bostel
Hor c’heveler Braou Energydrink