20
May
2014

Deuit gant Ai’ta! war hentoù ar Redadeg !

 A-benn disadorn e loc’ho ar pevare Redadeg evit ar brezhoneg : eizhteiz noz ha deiz war an hentoù evit yezh hor bro. Evel-just e redo zili ha mignoned Ai’ta ! evit ar brezhoneg e meur a lec’h : e Ploubêr (Treger – kilometr 50 disadorn da 22e26), e Roazhon (kilometr 331 dilun da 5e51) hag e Groñwel (kilometr 1520 d’ar sadorn 31 da 17e08).

C’hwi ivez, pedet oc’h da zont da redek ganeomp : evit ar blijadur evel-just met ivez evit diskouez hon nerzh da c’hounit gwirioù nevez evit ar vrezhonegerien hag ur statud ofisiel evit dazont hor yezh… Redomp stank-ha-stank evit an traoù-se ivez !

Standoù Ai’ta ! a vo dalc’het ivez e penn kentañ an hentad e Montroulez hag er penn diwezhañ e Groñwel. Un digarez ouzhpenn da gejañ ouzhomp, da brenañ un t-shirt, badjoù pe begsunioù, ha da c’houzout hiroc’h diwar-benn Boum bras ar Roc’h Tredudon a vo d’ar sul 8 a viz Even !

«
»

Comments are closed.