Ar strollad Ai’ta ! hag a labour evit difenn ha broudañ ar brezhoneg a zo o sevel ur pezh darvoud fest ha stourm a vo dalc’het d’an 8 a viz Even 2014, er menezioù Are, e Plouneour-Menez. Pal an darvoud-se eo goulenn groñs ma vo krouet ur chadenn skinwel a roio o flas gwir d’hor yezh ha d’ar re a ra ganti, hag a vo skignet war pemp departamant Breizh.
Pell ‘zo dija e c’houlenn ar Vretoned kaout ar media-se e gwirionez, met hiziv n’emaomp ket gwall bell ken, dreist-holl pa weler e tlefe bezañ embannet e dibenn miz Mae disoc’hoù an enklaskoù kaset gant ar c’homision Brucy evit gouzout peseurt dazont reiñ da Frañs 3, ha pa ouier emañ war ar stern lodenn nevez an digreizennañ, da lavaras ar gouarnamant. Setu degouezhioù ne c’hellomp ket c’hwitout warno atav ! Cheñchet eo an traoù e Breizh dija dibaoe dibenn 2013 gant Pakt Dazont Breizh. Daoust ma n’eo ket disi en deus damzigoret dorioù nevez e ti ar c’hleweled, dreist-holl p’emañ skrivet « emañ an diorren a servij kleweled rannvro e-touez an oberoù a c’hellfer arnodiñ » a-raok na vefe meneget « e vefe tu brasaat plas an abadennoù brezhonek » ennañ.
Deomp-ni eta da dapout ar maout ha da c’hounit bremañ ar media modern-se he deus ezhomm hor bro ! Fellout a ra deomp e vefe devezh an 8 a viz Even evel arouez ar stourm kaset gant ar Vretoned evit hor yezhoù hag hor sevenadur, evit an digreizennañ hag an demokratelezh e Breizh. Nevez ‘zo hon eus gwelet meur a zarvoud war an dachenn-se, da skouer ar chadennadoù tud e Brest, Roazhon hag an Naoned e miz C’Hwevrer 2013 evit ma vo krouet ar media-se ; galv Pondi en deus pouezet war ar memes tu d’e dro ; manifestadeg vras an Naoned e miz Ebrel tremenet he deus graet kement all ivez… An darvoud nevez-mañ a rank kreñvaat al luskad-se, ha fellout a ra deomp reiñ o flas d’an holl, keodedourien, dilennidi, kevredigezhioù, sindikadoù, strolladoù politik, a oar pegen pouezus eo gounit ar media-se evit hor yezh hag evit Breizh.
Se ‘zo kaoz e pedomp ac’hanoc’h d’an 8 a viz Even hag e kinnigomp deoc’h gervel hoc’h izili hag ho mignoned da vont di stank-ha-stank. Setu penaos e tremeno an traoù : da 3 eur goude kreisteiz e loc’ho kuit eus bourk Plouneour-Menez ar gerzhadeg festus a gaso ac’hanomp betek ar Roc’h Tredudon. Eno e vo roet ar gaoz d’an holl aozadurioù evit ma c’hellint lavarout pegen pouezus eo ar stourm-se evito, ha da c’houde e vo laosket ar plas da ganerien ha kanerezed brudet evit difenn Breizh hag ar brezhoneg.
Fellout a ra deomp e vefe un darvoud plijadurus hag un digarez da unaniñ an dud. Gant se e c’houlennomp ne vefe douget nemet ar Gwenn-ha-Du, evel arouez ar Vretoned unanet tro-dro d’ar memes pal en desped d’an diforc’hioù a c’hell bezañ etrezomp. Gant ar spered-se ez imp war-raok betek gounit ar pezh a fell deomp ! Da heul ar gerzhadeg e vo tro ar « boum » en un atant nepell diouzh ar bourk. Eno e vo sonadegoù gant strolladoù meur ar vro ha pedet oc’h a-wir galon evel-just d’an nozvezh ivez.
Da c’hortoz ho respont, resevit hor gwellañ gourc’hemennoù.
A galon ganeoc’h !
Ai’ta! Breizh
contact@aita.bzh