Komz a reer eus an digreizennañ adarre met n’eo ket hepken un afer a « zidroc’hiñ tiriadoù ». Un afer a varrezgezhioù eo ivez ha dreist-holl war tachenn ar c’hleweled publik. Hag amañ n’eus netra a ya war-raok !
Seurt ur farsadenn e oa lidañ 50 bloaz a skinwel « rannvroel » e 2014 (deiz ha bloaz lidet ivez hervez hor feson deomp-ni d’an 12 a viz C’hwevrer) ! Dreist-holl pa ouzer ez eus nebeutoc’h a 10 % a brogrammoù rannvroel skignet war Frañs 3 Breizh !
Dindan 40 bloaz eo tremenet ar programmoù brezhonek er skinwel publik eus 10 munutenn (an abadenn « Breiz o veva » bet krouet er bloavezh 1971) da 1 eurvezh 30 bep sizhun. Dister e chom plas ar brezhoneg eta pa ouier penaos en deus emdroet ar bed-se er bloavezhioù diwezhañ.
D’an 8 a viz Even e vo aozet gant ar strollad Ai’ta ! un devezh ispisial evit diskleriañ hor gwir da gaout ur gwir media brezhoneg (TNT, VOD, streaming, internet…) skignet war Breizh a-bezh (5 departamant !).
Ul lec’hienn internet ispisial evit an darvoud :
BOUM AI’TA ! 8/06
Roll an devezh :
– un daol grenn gant politikerien deus ar vro (kannaded evel : Paul Molac, Jean-Luc Bleunven, dilennidi lec’hel evel Christian Troadec ha tud e karg eus ar c’hleweled e Breizh war an tem : « Penaos mont war-raok war plas ar brezhoneg er skinwel ? »
– ur gerzhadeg vras festus gant tem ar bloavezhioù 70 a gaso ac’hanomp betek ar Roc’h Tredudon. Eno e vo roet ar gaoz d’an holl aozadurioù o deus respontet d’hor galv evel : EELV, l’UDB, UDB Jeunes, Strollad Breizh, Breizh Europa, Kevre Breizh, Div Yezh Breizh, Dihun Breizh, Breizhistance, Bretagne Réunie, 44=BZH, BreizhImpacte, poellgorioù lec’hel eus ar bonedoù ruz…evit ma c’hellint lavarout pegen pouezus eo ar stourm-se evito. Da c’houde e vo laosket ar plas da ganerien ha kanerezed brudet evel Nolwenn Korbell pe tud brudet eus ar bloavezhioù 70 evel Bernez Tangy ha Gweltaz ar Fur..
– Ur « BOUM » (sonadegoù diouzh noz gant strolladoù meur ar vro evel : Ramoneurs de Menhirs, IMG, Alambig Elektrik, Rhapsoldya)
E penn kentañ miz Even e tlefe bezañ embannet disoc’hoù an enklaskoù kaset gant ar c’homision Brucy evit gouzout peseurt dazont reiñ da Frañs 3. En amzer da zont e vo diaesoc’h-diaesañ evit ar stad arc’hantaouiñ 2 chadenn skinwel publik hollek. Labouret oa bet seurt damheñvel komision, komision Copé e miz Even 2008 war tem treuzfeurmiñ Frañs 3 en ur rouedad chadennoù rannvroel da vat…
Peseurt galloud d’ar rannvro war an dachenn-se pa ouier e lavarer en Emglev Dazont Breizh e c’hellfe bezañ « diorroet ar kleweled ranvroelaet » evel tachenn da amprouiñ, en « Titl IV : Kadarnaat identelezh sevenadurel Breizh ».« emañ an diorren a servij kleweled rannvro e-touez an oberoù a c’hellfer arnodiñ ». Koulskoude, abaoe netra zo c’hoarvezet. Poent chañch penn d’ar vazh gant ur patrom o tont eus an ORTF