Dre ma c’hoarier ar vazh a-benn klask gwerzhañ, pe vountañ kentoc’h, teuzadur Breizh ha rannvro Broioù al Liger evit sevel ur “Grañtwest” kuit a ene, e sav a enep groñs d’ur seurt raktres strollad Ai’ta !.
Ne c’hell ket seurt steuñv teknokrat lakaat klevet c’hoantoù gwir ar Vretoned.
Piv a c’hell krediñ e tougfe seurt aozadur ur gwir politikerezh yezh evit ar brezhoneg pe ur politikerezh dibar evit sevenadur Breizh ? Den ebet… Dizemskiant e vefe seurt bitrak gant gwirvoudoù an tiriadoù. Ouzhpenn krouiñ ur framm diboell ha nac’het gant ar boblañs e talvfe marv hor yezh hag hor sevenadur. Ne c’hellimp ket anduriñ an dra-mañ !
Holl asambles, lâromp “Nann” d’ar raktres “diverkiñ” Breizh , “Nann” da varv hor yezh hag hor sevenadur, “Nann” d’ur “Grañtwest” ha “YA” da Vreizh unvan !
Stourmomp holl asambles evit hor yezhoù hag hor sevenadur, evit an digreizennañ hag muioc’h a zemokratelezh e Breizh 5 departamant.
Gervel a reomp an holl Vretoned da vont war an dachenn, ha dreist-holl da gemer perzh er vanifestadeg e Naoned d’ar 28 a viz Even.