Da geñver ar Boum gant Ai’ta! d’an 8 a viz Even e Roc’h Tredudon hag e Plouneour-Menez e oa bet pedet ar chadenn MG Alba, holl ouezelek, da gemer perzh er c’hendiviz. Margaret Cameron, e karg eus al linenn stur, an hini eo a zo deuet da Vreizh. Amañ dindan e kavoc’h ur video deus ar pezh he deus kontet deomp (gant Philippe Argouarch eus an ABP) :
Ur filmig he deus skignet deomp evit diskouez programoù MG Alba, setu eñ :
Amañ e kavit ivez un diaporama war deglev ha disoc’hoù ar chadenn skinwel gouezeleg BBC ALBA.
Ur skipailh kazetennerien eus MG Alba a oa deuet evit heuilhañ an darvoud, met ivez evit foetañ bro hag ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh. Setu ar c’helaouadennoù :