D’an 19 a viz Ebrel 2014 en doa galvet at strollad Ai’ta! da vanifestiñ e Naoned evit adunvadigezh Breizh e Naoned .
Dre ur c’halvadeg war ar prim o deus gellet stourmerien an adunvaniezh tapout un emgav gant Hervé Bochet, eil prezidant Kuzul Departamant Liger Atlantel ha Bertrand Gagnet, kuzulier departamant dimeurzh noz, met chomet eo direspont o goulennoù war unvaniezh Breizh ha demokratelezh e Breizh.
Peogwir ne c’hell ket bout ur skinwel e brezhoneg nemet ma vo tu d’e skignañ war Breizh a-bezh, peogwir e nac’h galloudoù publik klevet ar vretoned ur wezh c’hoazh.., embann a ra Ai’ta ! e vo nac’het ganeomp un didroc’hiñ ne zouj ket ouzh personelezh Breizh hiziv hag en amzer da zont…
Kaout ur gwir Media brezhoneg (TNT, VOD, streaming, internet..)skignet war Breizh a-bezh (5 departamant !) a zo un dra a-bouez evit Breizh !
Emskiant hon eus eus ar reuziad ar vro :
Setu perak e roomp da c’houzout e vo BREIZH ADUNVANET, Breizh 5 departamant, an « den » pedet a enor er BOUM Ai’ta ! er Roc’h Tredudon disul 8 a viz Even. War al lerc’h e vo ar c’hevrdigezhioù Breizh Unvan ha 44 = BZH ivez.
Pediñ a reomp da gemer perzh d’an devezh-se an holl dud a stourm evit ur vro unvan rak ar stourm evit Breizh unvan hag hani evit ur gwir chadenn skinwel zo heñvel !
Fellout a ra deomp e vefe devezh an 8 a viz Even evel arouez ar stourm kaset gant ar Vretoned evit hor yezhoù hag hor sevenadur, evit an digreizennañ hag muioc’h a zemokratelezh e Breizh.
Chadenn skinwel BBC Alba ‘vo war al lerc’h ivez evit sevel ur reportaj war an darvoud ha kemer a ray perzh ivez d’an daol grenn « brezhoneg ha skinwel : penaos mont war-raok ? » a loc’ho penn-kentañ an devezh-se !