11
Jun
2014

Boum Ai’ta! : ouzhpenn 1000 den war doenn Menez Are evit ur skinwel e brezhoneg !

Laouen eo strollad Ai’ta ! gant an devezh aozet gantañ d’ar sul 8 a viz Even e Plouneour-Menez evit goulenn ma vo savet ur wir chadenn skinwel e brezhoneg skignet war Breizh adunvanet. Ouzhpenn 1000 den o deus kemeret perzh er gerzhadeg hag er sonadegoù a zo bet dalc’het e-kichen stign bras ar Roc’h Tredudon, arouez stourm ar Vretoned evit ma vo doujet outo hag ouzh o yezh er skinwel hag er skingomz.

Bremañ eo ret d’ar pennoù bras klevout anezho hep dale. Ai’ta ! a c’houlenn groñs adarre ma vo krouet ur wir chadenn skinwel e yezh ar vro skignet war 5 departamant Breizh. Renta-kont ar c’homision Brucy diwar-benn dazont Frañs 3 a vo rentet a-benn un toullad devezhioù : ma chom bouzar dilennidi ar Stad ha renerien France Télévision e krogimp gant oberennoù kaletoc’h an taol-se.

Meur a gant den a oa en em vodet e Plouneour-Menez disul, 8 a viz Even, da c’houde galv Ai’ta ! War-dro kant a dud o doa kemeret perzh er c’hendiviz « Brezhoneg ha skinwel : penaos mont war-raok ? ». En o mesk e oa Margaret Camron, renerez programmoù BBC Alba (chadenn skinwel publik e gouezeleg bro Skos), labourerien ar c’hleweled e Breizh koulz ha dilennidi ar vro evel Kristian Troadeg, maer Karaez ha kuzulier meur, Jean-Luc Bleunven, kannad Penn ar Bed ha Paul Molac, kannad ar Mor Bihan.

Kendiviz Boum Ai'ta! - Even 2014

Goude se e oa loc’het an arridennad tud war-zu ar Roc’h Tredudon evit ur gerzhadeg a 4 c’hilometr war-droad dre hentoù ha gwenodennoù Plouneour-Menez. Ouzhpenn 1000 den a oa en em gavet e traoñ ar peul bras, arouez stourm ar Vretoned evit o yezh er skinwel, evit selaou un nebeut kanaouennoù gant Bernez Tangi, Nolwenn Korbell, Lleuwen Stefan, Gweltaz ar Fur ha Gweltaz Adeux, deuet ivez da zegas o skoazell d’ar stourm. Ur prantad plijus evit an holl en un aergelc’h tost da hini ar bloavezhioù 70.

Gant Boum Ai’ta ! eo bet lakaet an noz da astenn an deiz a-drugarez d’ur fest-noz-sonadeg deus ar re wellañ, ken e oa leun-chouk ar sal ! Trugarez vras a lavar Ai’ta ! d’an holl aozadurioù* o doa galvet d’an devezh-se koulz ha da gumun ha da dud Plouneour-Menez evit o degemer.

Sonadeg Les Ramoneurs de Menhirs e-pad Boum Ai'ta! - Even 2014

Da heul an darvoud ez eus bet ur respont gant Jean-Michel Le Guennec, rener pol gwalarn Frañs 3, e-kerzh rann 19/20 ar c’heleier d’ar Sul 8 aviz Even. Setu perak eo bet kaset gant Ai’ta! ul “lizher digor” da renerezh Frañs 3, met ivez d’an holl guzulierien rannvro, d’ar senedourien ha da gannaded Breizh.

*44=BZH, ar Bonedoù RuzBreizh Europa, Breizh ImpacteBreizh Unvan, Dihun, Div Yezh, Diwan, Europe Ecologie Les Verts, Kevre Breizh, Mouvement Bretagne Progrès, Sindikad Labourerien Breizh, Strollad Breizh, Unvaniezh Demokratel Breizh

«
»

Comments are closed.