A-benn disul, 8 a viz Even, e vo dalc’het e Plouneour-Menez un darvoud a-bouez evit hor yezh hag hor bro : ur gerzhadeg evit goulenn groñs ur chadenn skinwel e brezhoneg evit Breizh adunvanet ! Evit ma tremeno mat an traoù, setu un nebeut evezhiadennoù hag alioù :
- Emgav a zo roet deoc’h e bourk Plouneour adalek 1 eur 30 goude kreisteiz evit ar c’hendiviz diwar-benn dazont ar brezhoneg er skinwel. War plasenn ar bourk en em vodo an dud adalek 1 eur. Deuit gant ho poued ma fell deoc’h !
- Da 3 eur e loc’ho kuit ar gerzhadeg kaset gant karr ha buhezourien Ai’ta ! Bezit d’an eur !
- Ho pezit soñj gwiskañ dilhad diouzh an degouezh : mod ar bloavezhioù ’70 ma fell deoc’h… ha botoù kerzhout en ho treid ! Memestra n’eo ket re ziaes na re hir an hentad, gant se e vo posubl d’ar vugale ha d’ar re gozh mont betek penn digudenn.
- Ne vo degemeret banniel ebet estreget ar Gwenn-ha-Du, arouez ar Vretoned unanet tro-dro d’ar memes pal. Degas a reomp da soñj ivez e c’hell tout an dud kemer perzh en devezh, met emzalc’hioù pe komzoù direizh (feuls, gouennelour, a-enep ar merc’hed pe an heñvelreizhidi…) ne vint ket aotreet rak mont a reont a-enep krenn ar pezh a fell deomp difenn.
- Klask a reomp c’hoazh sonerien a youl vat evit reiñ ton e-kreiz ar bourk hag e-pad ar gerzhadeg : deuit gant ho pinvioù ‘ta !
- Hag evit ar re a fell dezho degas o skoazell arc’hant (rak n’eo ket digoust sevel un devezh evel-se, pell ac’hann!) ez eus tu dezho reiñ o skodenn war http://boum.aita.bzh
Trugarez deoc’h ha kenavo ‘benn disul !
Ai’ta ! Breizh