17
Jul
2014

Tañva d’ar brezhoneg gant Ai’ta! e-pad gouel an Erer Kozh

Er bloaz-mañ c’hoazh e vo gwelet Ai’ta! e gouel an Erer kozh evit aozañ prantadoù tañva d’ar brezhoneg, pa vefe evit an dud eus ar vro pe eus a belloc’h.

Kantreal a raio skipailh Ai’ta! dre ar gouel, ha betek an tachennoù-kampiñ zoken, eus 3e da 7e d’ar gwener, d’ar sadorn ha d’ar sul, evit reiñ un tañva eus hor yezh d’ar riboulerien hag a vo niverus e Kerampuilh an dro-mañ c’hoazh !

E plas ur stand e vo ur garrigell gant Ai’ta! eta, met ganeomp e vo an dafar memestra : rochedoù, gwer… Deuit da welet ac’hanomp, plijadur ‘vo, sur ha n’eo ket marteze !

«
»

Comments are closed.