Kemennadenn :
Reit eo bet danevell Anne BRUCY war dazont Frañs 3 da Vinistrez ar Sevenadur Aurélie Filipetti d’ar 1añ a viz Gouere.
Ma vo nac’het chañch kazi tra ebet war aozadur Frañs 3 a live Frañs ha monet war-zu gwir chadennoù skinwel rannvroel e-lec’h ur chadenn skinwel kreizennet mik eo bet embannet ivez e vefe atizet « amprouiñ chadennoù skinwel da glokaat, en tiriadoù lec’hel prest d’hen ober, e lec’h ma vez ur gwir idantelezh evel Breizh »
D’an 8 a viz Even e oa bet aozet gant ar strollad Ai’ta ! un devezh ispisial o vodiñ ouzhpenn 1000 den e menez Are evit diskleriañ hor gwir da gaout ur gwir media brezhoneg (TNT, VOD, streaming, internet…) skignet war Breizh 5 departamant !
Kroget e oa bet ar vanifestadeg gant un daol grenn gant politikerien ar vro (kannaded evel : Paul Molac ha Jean-Luc Bleunven, Lena Louan, besprezidantez ar rannvro, Christian Troadec, maer Karaez) ha tud e karg eus ar c’hleweled e Breizh war an tem : « Penaos mont war-raok war plas ar brezhoneg er skinwel ? ». E-pad ar c’hendiviz e oa bet lakaet ar gaoz war skouer ar chadenn skinwel Skosad BBC ALBA, krouet e 2008, gant Margaret CAMERON, renerez ar programmoù, pedet gant ar strollad Ai’ta ! (Amañ dindan e kavoc’h ur video deus ar pezh he deus displeget deomp, gant Philippe Argouarch eus an ABP) :
Kevelet gant MG ALBA, aozadur gouarnamant Bro Skos evit diorren ar c’hleweled e gouezeleg hag ar BBC e vez meret ar chadenn-se. Seurt kevelerezh a seblant deomp ur skouer evit Breizh evit sevel ur raktres etre ur rouedad skinwel a live Frañs, France Télévisions, hag un aozadur a live Breizh.
Krouet evit 60 000 gouezelour e vez sellet ouzh ar chadenn gant ur c’heitad a 700 000 den bep sizhun. Skigniñ a ra a bep seurt abadennoù (keleier rannvro hag etrebroadel, abadennoù evit ar re yaouank, filmoù, teulfilmoù, sport, sonadegoù…) istitlet e saozneg. Ur chadenn skinwel, ur radio hag ur savenn internet eo BBC ALBA evit ur budjet a 25 M€. (Dindan ar filmig bet skignet deomp evit diskouez programoù BBC ALBA)
Bremañ m’eo bet embannet disoc’hoù an danevell Brucy, eo dav d’an dillennidi ha d’an dud e-karg eus ar c’hleweled e Breizh da vont war-zu an ober : ur gwir media a-vremañ gant un niver bras a eurvezhioù vrezhonek diwar skouer BBAC ALBA evit e vont en-dro.
Diaes e vefe kompren ne vefe ket lakaet e pleustr un dra fetis dindan berr dirak ar youl diskouezet get ar Vretoned hag ar Vretonezed a-benn tapout ur benveg a-bouez evit dazont ar vro, he sevenadur hag he yezh.