09
Jul
2014

Deiz-ha-bloaz laouen Itron Vaerez : 39 panell da c’hwezhañ zo ganeoc’h

ROAZHON, d’ar 8 a viz Gouere 2014.

Gant Ai’ta!, ur strollad a stourm evit difenn ha diorren ar brezhoneg er vuhez foran, eo bet distaliet 39 panell eus ti-kêr Roazhon, rentet e stad vat hep glabez, a-benn o zreiñ penn-da-benn.

Dalc’homp soñj e youl vat ar Metropol evit reiñ plas d’ar brezhoneg – Roazhon o vezañ ar gêr gentañ o skoliataat bugale en teir hentenn divyezhek ha dre soubidigezh hag an eil evit an niver a dud-deut o heuliañ ur stummadur brezhoneg.
Abalamour da se e rank ti-kêr Roazhon diorren evit pell amzer ha par-ouzh-par ur panellerezh divyezhek e kement lec’h foran (Kentreuzdougen, servijoù foran, darvoudoù…) hag er c’hehentiñ.

Evit kement-se en deus sinet an ti-kêr, eil live Karta Ya! d’ar brezhoneg d’ar 4 a viz C’hwevrer. Dre an oberiadenn-se e ro da soñj strollad Ai’ta! e ranker mont pelloc’h eget ar staliañ emgefre panelloù straed da vare o adnevesadur ganr ur politikerezh yezh poellek ha klok a-benn diorren gwel, klev ha komz ar brezhoneg e liesservijoù an ti-kêr, dreist-holl ar re o tegemer tud.

Sikour a raio an oberiadenn-se da vont betek penn engouestloù hor Itron Vaerez da vare he 39vet deiz-ha-bloaz.

«
»

Comments are closed.